Deiziad krouiñ | 1978 |
---|---|
Titl | Shōnen Sunday Super |
Tachenn labour | Manga (bannoù-treset) |
Ti-embann | Shōgakukan |
Bro orin | Japan |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
Deiziad kregiñ | 1978 |
Lec'hienn ofisiel | https://websunday.net/sunday_super/new/ |
Arvesterien pal | Shōnen |
Shōnen Sunday Super (japaneg : 少年サンデー超) a zo ur magazin manga shōnen a oa miziek (1978-2004) hag a vez embannet bremañ div wech ar miz e Japan gant Shōgakukan.
Krouet e voe ar magazin evel un embanandur ispisial eus Shōnen Sunday, gant an titl Shōnen Sunday Zōkan. E 1995 e voe cheñchet an titl hag e teuas da vezañ Shōnen Sunday Super. Ennañ e kaver alies mangaoù berr savet gant arzourien vrudet Shōgakukan.
Pa zeu ar mangaoù da vezañ brudet e vezont embannet goude-se e-barzh Shōnen Sunday, evel m'eo c'hoarvezet Kyō Kara Ore Wa!! ha Kenta Yarimasu!. Pa vez embannet mangaoù Shōnen Sunday Super e levrioù (tankōbon) e vezont embannet er rummad Shōnen Sunday Comics.
|