Sig-Sauer P220

SIG-Sauer P220
Skeudenn ar pennad SIG-Sauer P220Ur bistolenn SIG-Sauer P220
Kinnig
Bro orin Suis Suis
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum (stumm orin)
7,65 mm Parabellum
.38 Super
.357 SIG
.45 ACP
.22 Long Rifle
10 mm Auto
Saver SIG Sauer
Mare implij Abaoe 1975
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 835 g
Hirder 198 mm
Hirder ar c'hanol 112 mm
Perzhioù teknikel
Tizh o vont e-maez 323 m/s
Endalc'h Karger fiñv 9 c'hartouchenn (e 9 x 19 mm)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar SIG-Sauer P220 zo ur bistolenn damaotomatek SA/DA ijinet ha produet gant an embregerezh SIG. Produet ha gwerzhet eo bet gant an embregerezh alaman Sauer & Sohn ivez.

Ijinet eo bet da gemer plas ar SIG P210. Klasket ez eus bet sevel un arm marc'hadmatoc'h, daou-ober ha ken resis ha solut evitañ. Dibabet eo bet ar SIG P220 evel arm-dorn reolius arme Suis e 1975 evit an ofiserien hag an is-ofiserien, dindan an anv ofisiel P75. Choazet eo bet gant armeoù ha polisoù all er bed. Implijet eo bet goude evel diazez evit armoù SIG a grog o anv gant P22, hag evit ar pistolennoù P239 ha P245.

Ar P220 zo dezhi ur c'horf aluminium. Kambret e oa bet da gentañ e 9 × 19 mm. Bremañ eo bet azasaet da veur a galibr : 7,65 mm Parabellum, .357 SIG, .38 Super Auto, .45 ACP ha .22 LR.

Perzhioù teknikel pistolenn 1975

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kalibr : 9 × 19 mm
  • Hirder : 198 mm
  • Hirder ar c'hanol : 112 mm
  • Uhelder : 143 mm
  • Tevder : 34 mm
  • Niver a rizennoù er c'hanol : 6
  • Hirder aegoù ar rizennoù : 250 mm
  • Donder ar rizennoù : 0,115 mm
  • Gwask ar gazoù d'ar muiañ : 2 600 bar
  • Tizh o vont e-maez : 323 m/s.
  • Karger : 9 c'hartouchenn
  • Hirder al linenn-vizañ : 160 mm

Reizhañ an tennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reizhet e vez an tennoù da 25 metr. Pemp uhelder a zo : +, N+, normal, N-, -. Ret eo diblasañ an driv eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 15,62 cm war ar c'hostez. Ret eo diblasañ an uhelder eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 4,2 cm en uhelder.

Munision Hirder Hirder ar c'hanol Pouez hep kartouchennoù Pouez karget Endalc'h
9 mm Parabellum 198 mm 112 mm 750 g 918 g 9 c'hartouchenn
.45 ACP 198 mm 112 mm 730 g 951 g 7 kartouchenn
7,65 Parabellum 198 mm 112 mm 765 g 941 g 9 c'hartouchenn
.357 SIG 198 mm 112 mm 765 g 940 g 9 c'hartouchenn
. 22 LR 198 mm 112 mm 860 g 10 kartouchenn
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan