Ur bobl vrezhon e oa ar Silures (o anv latin) pe Silured e kreisteiz Kembre, da vare aloubadeg Enez Vreizh gant ar Romaned, er vro a glot hiziv gant kontelezhioù Gwent, Sir Frycheiniog ha Morgannwg.
Hervez buhezskrid Agricola, skrivet gant Tacitus, e oant tud teñval o c'hroc'hen ha du o blev, ma kave d'an oberour e c'hellent bezañ deuet eus Spagn. Enklaskoù jenetik graet gant Skol-veur Londrez, Skol-veur Oxford ha Skol-Veur Kalifornia o deus diskouezet o deus Kembreiz hag Iwerzhoniz an hevelep merker war o c'hromozom Y hag an Euskariz, "met n'eo ket sklaer hag ul liamm ispisial zo etre Euskariz hag ar Gelted, pe ha bez' ez int, en un doare eeunoc'h, ar gerent tostañ da boblañs kozh Europa o vezañ treuzvevet"[1],[2].
Krediñ a reer e oa e kreñvlec'h Llanmelin e-kichen Caerwent e oa kêr-benn ar Silured[3]. An darn vrasañ eus an arkeologourien a gred e oa ar bobl a anver Silured un hollad bagadoù tud gant an hevelep sevenadur kentoc'h eget ur gevredigezh kreizennet.