Silvia Ruffini

Silvia Ruffini (pe Rufini; 14..? - Roma, 1561) a oa un Italianez a renk uhel er XVIvet kantved, ha pried-kleiz ar c'hardinal Alessandro Farnese, a zeuas da vout ar pab Paol III e 1534, ha mamm e bevar bugel.

Merc'h e oa da Rufino Ruffini ha Giovannella Caetani, a oa o chom en ur palez e-tal Colonna. Pevar breur he doa (Giacomo, Girolamo, Ascanio ha Mario) ha div c'hoar (Camilla hag Ippolita).

War-dro 1496 e voe dimezet d'ur marc'hadour roman, anvet Giovanni Battista Crispo, ha tri mab he doe. Unan a voe ar c'hardinal Tiberio Crispo. Mervel a eure he fried Crispo e 1501. Daremprediñ a rae ar c'hardinal Farnese dija a-benn neuze.

Pier Luigi Farnese, mab da Silvia ha d'ar pab. Poltredet gant Tizian.
Giulia Farnese , serc'h ar pab Alesant VI, mignonez da Silvia.

Silvia Ruffini a reas anaoudegezh gant Alessandro Farnese dre e c'hoar Giulia Farnese, a oa serc'h d'ar pab Alesant VI. Kinnig a reas ar c'hardinal hec'h ambroug dre gêr Roma.

Merc'h kentañ Silvia Ruffini hag Alessandro Farnese, Costanza, a oa ganet a-benn 1500 moarvat. Pevar bugel all he doe Silvia gant ar c'hardinal, ha darn anezho a oa ganet pa oa bev he fried c'hoazh. O anvioù a oa

Dont a reas Alessandro da vezañ eskob Parma, ha goulenn groñs a reas vikel vras an Iliz, Bartolomeo Guidiccioni, e torrfe e zarempred gant Silvia. Pa voe pab Paol III e kuzhas anezhi, abalamour d'ar brud fall a oa kouezhet war he c'hoar Julia, a oa bet serc'h d'ar pab Alesant VI. Baldassarre Molosso, barzh ha diwaller o bugale, a skrivas e oa Silvia o chom e Bolsena, en ur gêriadenn a oa d'he mab, ha ma en doa Paol III ur genkiz. Nepell e oa c'hoar Silvia, Camilla, o chom ivez.