Simo Häyhä (distaget: /ˈsimo ˈhæy̯hæ/ (selaou )), bet ganet d'ar 17 a viz Kerdu 1905 e Rautjärvi[1] ha marvet d'ar 1añ a viz Ebrel 2002 e Hamina, a oa ur soudard finn gwelet evel ar gwellañ sniper a-viskoazh. E-pad ar Brezel Goañv (1939-1940) etre Finland hag URSS e voe lesanvet Häyhä an « Ankoù gwenn » (finneg: Valkoinen kuolema; ruseg: Белая смерть, Belaya smert’) gant soudarded an Arme ruz, a glaskas lazhañ anezhañ gousto pe gousto hep dont a-benn. Etre 500 ha 700 soudard soviedel a vije bet lazhet gantañ.[2]
Ganet eo Simo Häyhä e Rautjärvi, ur gêr vihan tost d'an harz a-vremañ gant Rusia. E amzer-soudard en deus kroget e 1925. Tenner-resisted e voe e-pad ar Brezel Goañv. An arme finn a anzav en dije lazhet 505 soudard soviedel gant ur fuzuilh Mosin-Nagant e-pad 100 devezh emgannoù. Lazhet en dije un 200 enebour bennak all gant ur bistolenn-vindrailher a-raok ma vije kroget da gontañ anezho en ur mod ofisiel.
Ar Soviediz a gasas e-pad tri miz tennerien-resisted da lazhañ anezhañ. Bombezet e voe ivez al lec'hioù ma oa sañset bezañ. D'ar 6 a viz Meurzh 1940 e resevas ur boled en e benn hag a zistrujas e javed hep lazhañ anezhañ[2]. Oberataet e voe meur a wech. Goude ar brezel e zeuas da vezañ desaver chas ha chaseour orignaled.
Häyhä a implije da gentañ ur bistolenn-vindrailher finn Suomi KP31. Goude e vije bet remerket e zonezon e voe profet ur fuzuilh-resisted Pystyukorva M28 deveret eus an arm soviedel Mosin-Nagant[1]. Kavout a rae gwelloc'h chom hep implijout lunedenn ebet war e arm, dre ma c'halle bezañ lec'hiet gant adsked an heol warni, ha dre ma c'halle ar glizh chom warni ha mirout anezhañ da welet mat[2]. Kustum e oa ivez da stardañ an erc'h dirak e fuzuilh evit ma ne nijfe ket en aer pa oa o tennañ. Lakaat a rae ivez erc'h en e c'henoù evit kuzhat e alan. Gouest e oa da chom gourvezet en erc'h e-pad eurvezhioù hep fiñval, gwisket gant dilhad gwenn penn-da-benn. E 1998 e voe goulennet gantañ perak e oa ken barrek war an tennañ ; hervezañ e oa deuet diwar bleustriñ hepken. Mervel a reas e 2002 e Hamina goude bezañ kaset fin e vuhez e Ruokolahti, ur gêriadenn finn tost d'an harz gant Rusia.[1]