| |||
---|---|---|---|
Ur Skilwaz Egipt
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Anseriformes | ||
Kerentiad : | Anatidae | ||
Genad : | Alopochen | ||
Anv skiantel | |||
Alopochen aegyptiaca (Linnaeus, 1766) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Skilwaz Egipt[1] (liester : Skilwazi Egipt) a zo un evn palvezek, Alopochen aegyptiaca an anv skiantel anezhañ. Ar spesad bev nemetañ[2] eo er genad Alopochen.
Ul labous sakr e oa en Henegipt.
Debriñ a ra delioù, geot, ed diwar o gar, greun… ha diouzh an dro, buzhug, raned hag amprevaned[3].
Bevañ a ra en Afrika issahara hag e traoñienn an Nil. Hiniennoù a oa bet degaset da Vreizh-Veur e dibenn an XVIIvet kantved ha darn a achapas kuit. Ul loen dazgouez e teuas da vezañ ha kregiñ da baotaat adalek an XIXvet kantved. Ur spesad aloubus eo deuet da vezañ en Europa adalek ar bloavezhioù 1980, dreist-holl en Izelvroioù, Alamagn, Elzas ha Belgia, ha klasket e vez diouennañ anezho[4]. Hiniennoù a c'haller gwelet e Breizh ivez[5].
[[Rummad:Evned Afrika]]