Skylla (Σκύλλα / Skúlla e gregach; Scylla e latin) a oa un nimfenn, karet gant an doue Glaokos e mojennoù Hellaz kozh. Troet e voe en un euzhvil gant Kirke.
Alies e vez meneget hec'h anv gant hini C'harybdis, a zo ur garreg tost d'al lec'h m'emañ-hi o chom, a bep tu d'ur strizh-mor a lavarer bout hini Messina[1].
Disheñvelderioù zo e skridoù diwar-benn he zud.
Ur gaer a blac'h yaouank hag ur galon dener e oa Skylla. Bevañ a rae er mor pe e Sikilia pe e Calabria e-touez an Nereidezed. Un deiz e oa o c'hoari war an traezh e Zancle, o walc'hiñ he zreidigoù koant e dour ar mor.
An doue Glaokos, ur mab d'an doue Poseidon, a oa o neuial er mor hag o sellout outi a-bell a voe bamet ganti. Tostaat a reas da gomz flour outi evit he lubaniñ. Met spontet e voe Skylla gantañ abalamour d'e lost pesk bras, dre ma n'en doa ket treid evelti, ha redek a reas da repuiñ war ur menez. Chom a reas Glaokos da yudal e garantez war an aod.
Glaokos a oa orgedet outi, ha ne oa ket evit gouzañv he dismegañs. Hag eñ mont da Enez Eea da c'houlenn ouzh Kirke penaos gounit kalon Skylla gant huderezh ha c'hwistantin. An hudourez avat ne oa ket troet da reiñ sikour d'an doue peogwir e oa-hi orgedet outañ ha droug a vagas ouzh Skylla. Goude klask kendrec'hiñ Glaokos e c'hallje klask reiñ e galon da unan bennak ha ne raje ket fae warni e voe ret dezhi skoazellañ an amourouz.
E-lec'h ur c'hwistantin avat ec'h aozas ur c'hontamm hag e lavaras dezhañ petra ober gantañ. Glaokos a yeas d'e skuilhañ e dour an oufig ma teue ar goantenn da gouronkañ. Un deiz ma oa Skylla oc'h ober ur gouronkadenn e welas e oa deuet ur bagad chas ferv da sailhañ warni. Spontet e oa, ha muioc'h c'hoazh pa welas e teue ar chas eus he dargreiz hag e oa krog da dreiñ en ul loen euzhus. Neuze e lammas Skylla er mor. Glaokos a oa o sellout a-bell a droas e selloù hag a yeas kuit. Bevañ a reas Skylla e kev ur skoilh tost d'ar vougev ma emañ C'harybdis o chom.
En un doare all eus ar vojenn eo Poseidon e-unan a oa orgedet outi, hag Amfitrite an hini eo a ya war varc'h hag a c'houlenn digant Kirke aozañ an dial.
Kaoz eus C'harybdis ha Skilla zo e meur a vojenn all: