Sloterdijk a zo ur gêriadenn eus proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus kumun Amsterdam eo, 3 c'hilometr ac'haleno war-du ar gwalarn. Anv ar bannlev m'emañ ar gêriadenn eo ivez.
Ur Waag a voe savet e Sloterdijk e 1456. E-tro 1479 e voe savet un iliz hag a voe distrujet e 1573 gant ar Geuzen, ur strollad tudjentil savet a-enep ren Spagn e Holland, da-heul seziz Haarlem. Petruskerk (Iliz St. Pêr) a voe savet er XVIIvet kantved.
Pinvidik e teuas Sloterdijk da vezañ en-dro pa voe savet Haarlemmertrekvaart e 1631. D'an 20 a viz Gwengolo 1839 e tremenas an tren kentañ o vont en-dro en Izelvroioù, ha tremen a reas eus Sloterdijk da Haarlem. Lod brasañ kêr a voe distrujet abalamour d'un tan-gwall e 1860. Un arsav metro a voe savet e 1956. Pa voe savet Coentunnel hag un takad armerzhel e voe tost distrujet Sloterdijk, dalc'het e voe memestra Petruskerk hag un nebeud tiez kozh a oa pouezus a-fet istor.