Ur sniper, pe tenner ar gwellañ, zo hervez termenadur an arme ur soudard barrek war an tennañ a-bell en tu all da 600 metr, hag a zo e roll titouriñ e gomandamant pe distruj ur sibl, hag a c'hell bezañ enebourien pe dafar. Gellet a ra bezañ e-unan, met peurliesañ e labour gant un arseller (anvet alies spotter). Rankout a ra bezañ diskred, barrek war implij an armoù hag an ostilhoù-kehentiñ, ha gouest da vezañ emren e-pad 48 eurvezh[1] en ur zougen dafar ponner, etre 45 kg ha 55 kg a-wechoù[2]. Disheñvel eo en armeoù modern eus an tenner-resisted (marksman), ur soudard enbarzhet en ur gevrenn glasel a zo e roll tennañ ent-resis betek 600 metr.
Ar ger sniper a vez implijet ivez evit ober anv eus hiniennoù a stourm o-unan a-drugarez da fuzuilhoù-resisted da vare ur brezel diabarzh, hep bezañ stag ouzh ur chadenn-c'hourc'hemenn dre ret, evel e emgannoù Bosnia-ha-Herzegovina, Siria pe Irak da skouer.
Dont a ra sniper eus ar ger saoznek snipe (gioc'h), ul lapous hag en deus un nijadenn diaes da zivinout hag a ranker bezañ resis ha prim evit chaseal anezhañ[3]. Implijet e vije bet evit ar wech kentañ gant ofiserien saoz en India e deroù an XIXvet kantved. Meneget e oa bet er bloavezhioù 1820 en East India Military Calendar[4].
A-raok donedigezh an armoù-tan e c'haller gwelet an dalmerien evel hendadoù ar sniperien a-vremañ, o fal dezhe bannañ pell ha resis ur vannadell da c'hloazañ pe lazhañ un enebour[5]. Ar braz eus an armoù-tan hiniennel boutin a oa flour o c'hanol betek an XIXvet kantved. Dre se ne oant ket resis war hedoù-tenn pell. Anavezet e oa ar c'hanolioù rizennet abaoe deroù ar XVIvet kantved en Europa, met re ger e oant da broduiñ a-yoc'h. Abalamour da se e veze linennet ar soudarded war an tachennoù-emgann, tost a-walc'h d'o enebourien (war-dro 100 metr d'ar muiañ) evit fonnusaat an niver a dennoù ha tizhout ur soudard hep gellet bizañ resis.
En XVIIIvet kantved e krogas un nebeud stadoù alaman da bourvezañ soudarded 'zo gant fuzuilhoù rizennet o c'hanol, hag a oa resisoc'h war hedoù-tenn brasoc'h. N'en em gannent ket e linennoù evel ar re all. O fal e oa mont dirak ar braz eus ar soudarded all evit anavezout an dachenn, titouriñ o c'homandamant ha tagañ an enebourien a-bell[6]. Anvet e voent Jäger (« chaseourien ») abalamour e oant dibabet e-touez ar rummad-mañ eus ar boblañs[7]. Tirailleurs a voe graet anezho da gentañ en armeoù gall da vare Napoleon.
Da vare brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet (1775-1783) e rankas an Amerikaned implijout teknikoù guerilla a-enep d'ar Saozon. Lod anezhe a oa pourvezet gant fuzuilhoù-chase rizennet o c'hanol, ha kustum e oant da guzhat evit tennañ a-bell pa oa chaseourien kalz anezhe. Rangers e voe anvet ar soudarded arbennik war an doare-mañ d'en em gannañ. 500 anezho, renet gant Daniel Morgan[7] ha pourvezet gant fuzuilhoù hir rizennet (Long rifle) a gemeras perzh e kampagn Saratoga (1777). Eno e voe lazhet ar jeneral saoz Fraser of Balnain gant Timothy Murphy, ur ranger stadunanat, eus 400 metr. Unan eus ar skouerioù testeniekaet kentañ eus implij un arm-tan hiniennel a-bell eo en Istor[6].
En emgann Cacabelos (Spagn) d'an 3 a viz Genver 1809 e voe lazhet ar jeneral gall De Colbert hag e skoazeller a-drugarez da zaou voled fuzuilh, tennet eus 800 metr, gant ar soudard iwerzhonat Thomas Plunket[8]. Daoust da zonedigezh ar boledoù resisoc'h Minié er bloavezhioù 1840 e chomas stag an armeoù ouzh an taktikoù emgann kozh a-linennoù. Testenioù eus soudarded o labourat a-skipailh evel sniperien a-vremañ a gaver en arme saoz da vare brezel Krimea (1853-1856). An tenner a c'hortoze urzh un arseller evit tennañ war sibloù pell. E deroù brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e 1861 e savas ar c'horonal Hiram Berdan, eus an Unaniezh, daou rejimant Sharpshooters[9]. Pourvezet e oant gant fuzuilhoù rizennet o c'hanol, dezhe lunedennoù. Dilhad gwer a oa gante evit disheñvelaat anezhe diouzh ar soudarded all gwisket e glas. Ar wech kentañ eo e voe savet en ur mod ofisiel strolladoù tennerien resisted en un arme[6].
Daoust da efedusted ar Sharpshooters etre 1861 ha 1865, ne voe ket kemeret e kont an dennerien resisted en armeoù european e dibenn an XIXvet kantved, war-bouez en Deutsches Heer. Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e voe rastellet fuzuilhoù-chase dezhe lunedennoù ha dasparzhet e voent er rejimantoù alaman. E 1914 e verzas ar Saozon hag ar Frañsizien e oa kalzik a ofiserien dezhe a oa bet lazhet a-bell gant tennoù armoù-tan hiniennel. Diskoachet e voe gante karnedoù-deskiñ a zisplege penaos anavezout ofiserien a-bell. Soudarded c'hall evel an adjudant Paul Victor Lovichi a grogas d'ober heñvel, en ur chom kuzhet en takad etre an div linenn evit lazhañ soudarded alaman a-bell. Da vare deroù ar brezel er fozioù (miz Kerzu 1914) e krogas ar C'hallaoued koulz hag ar Saozon da gemer e kont an doare-mañ d'en em gannañ. En abeg d'un diouer a industrielezh gouest da broduiñ dafar sellet a galite e vontas an arme c'hall lunedennoù alaman war fuzuilhoù Lebel pe Berthier. 5.000 skouerenn eus an armoù-mañ a voe dasparzhet etre tennerien vat ar c'hompagnunezhioù troadeien. Ar Saozon a reas heñvel en ur zasparzhañ 10.000 fuzuilh Lee Enfield SMLE III e-touez o c'hompagnunezhioù. Ar Ganadianed a lakaas e plas gwir skipailhoù sniperien savet gant chaseourien hag izili pobloù kentañ o bro, gante fuzuilhoù Ross Mk. III ha lunedennoù savet er Stadoù-Unanet. Eizh diwar an 12 sniper gwellañ er brezel a oa kanadian, ha c'hwec'h anezhe a oa Amerindianed. E 1916 e azasaas an arme alaman fuzuilhoù standart Gewehr 98 gant lunedennoù evit kemer plas an armoù-chase implijet betek-neuze[10].
Daoust d'o efedusted er Brezel-bed Kentañ e voe disoñjet tamm-ha-tamm implij ar sniperien goude 1918, dre ma oant arouezioù ur brezel difiñv a veze klasket mont hebiou er strategiezhioù soñjet er bloavezhioù 1920 ha 1930. N'eus nemet en Arme Ruz e voe savet adalek 1932 un emsav evit stummañ ar soudarded d'an tennañ resisted. E deroù an Eil Brezel-bed e c'houzanvas koulskoude Soviediz gant sniperien finnat ar Brezel Goañv (1939-1940) evel Simo Häyhä a implijas o barregezhioù er brezel guerrilla a-enep da alouberien o bro. Sniperien soviedat evel Vassili Zaitsev a voe brudet en emgann Stalingrad. Istimañ a raer e voe lazhet tro 12.000 soudard alaman gant ar 100 sniper soviedat gwellañ da vare an Eil Brezel-bed. Ar braz anezhe a oa ofiserien ha soudarded arbennik war an ijin hag ar c'hehentiñ[10].
Japan a implijas kalz sniperien e dibenn brezel ar Meurvor Habask[10]. Lezet e vezent o-unan war takadoù nevez-c'hounezet gant an Amerikaned, evit mirout anezhe da vont ha da zont evel ma karent hag evit klask lazhañ ofiserien pe soudarded ar servijoù yec'hed.
Goude an Eil Brezel-bed e voe diorroet da vat kelenn ar sniping en armeoù ha kemeret anezhañ e kont evit kas ul labour titouriñ ivez. Armoù standart ispisializet a voe krouet evit an oberioù-mañ (FR-F1 e Frañs da skouer). Sniperien a zo bet anezhe e pep brezel a-bouez eus dibenn an XXvet ha deroù ar XXIañ kantved, betek er brezel etre Ukraina ha Rusia[11]. Er-maez eus an armeoù reoliek e vez implijet snipers gant strolladoù guerillla evit talañ ouzh armeoù galloudusoc'h. An armeoù a implij d'o zro skipailhoù enep-sniperien (counter-snipers teams) evit talañ outo. Gwir eo bet da vare an emgannoù en Iwerzhon er bloavezhioù 1970-1980[12], e seziz Sarajevo (1992-1996) pe er stourm a-enep d'ar Stad Islamek er bloavezhioù 2010.