Snorri Sturluson

Snorri Sturluson

Snorri Sturluson (1179 – 23 Gwengolo 1241) a oa un istorour, ur skald, hag ur politikour islandat[1] Evel ur gwiraour (laghmaðr) e voe dilennet e penn an althing, dael ar vro. Ar braz eus an Edda, hag a zo un dave bras e-keñver ar wengelouriezh lec'hlennat, hag an Heimskringla a voe skrivet gantañ. En hini diwezhañ eo kontet istor tierned Norvegia a grog gant tierniezh an Ynglinged a-raok derc'hel gant istor Lec'hlenn betek e varevezh.[2] Gant dielfennadur an doare-skritur e c'haller azaoueziñ eo Snorri skrivagner Saga Egil moarvat. Muntret e voe e 1241 gant Gissur Þorvaldsson hervez urzhioù roue Norvegia Haakon IV..[3]

Snorri Sturluson a voe ganet e Hvammur[4] evel un ezel eus tierniezh galloudus ar sturlunged (mibien Sturlung), e 1179. E gerent a voe Sturla Þórðarson an Hen eus Hvammur, hag e wreg, Guðný Böðvarsdóttir. Daou vreur a zo gantañ, Þórðr ha Sighvatr, ha div c'hoar, Helga ha Vigdís, ha nav lezvreur ha lezc'hoar. A-c'houde e dri vloaz e voe degemeret gant Jón Loftsson, hag a oa ur c'har-nes eus an tiegezh, en Oddi, Island.

Tra ma oa eneberezhioù etre Sturla hag an tiern-beleg Goðorðsmaðr, daou zen hen dagjont o soñjal her lakaat da vout ar "gouron born" (Odin). A-benn ar fin e voe gloazet war ar bailhog, ha da zigoll an dismag e voe kinniget gant Jón Loftsson disevel ha kelenn mab Sturla, Snorri.

Evel-henn e voe deskoniet mat ha diorren darempredoù gant gouizieion ar vro. Bet e voe e skol Sæmundr fróði, tad-kozh Jón Loftsson anezhañ, e Oddi, ha biskoazh ne zistroas ket da c'hêr e diegezh. Mervel a reas e dad e 1183, hag e vamm a foeltras lod e hêrezh. Jón Loftsson a varvas e 1197. An daou diegezh a aozas un eured e 1199 gant Snorri hag Herdís, merc'h Bersi Vermundarson. Eus e dad e hêrezhas un dachenn e Borg, ha mont da vout tiern an tir. A-c'houde-se e kreskas e c'halloud war ar vro.

Kibell Reykholt.

Snorri hag Herdís a chomjont e Borg pevar bloavezh-pad. Daou vugel o deus bet da nebeutañ, Hallbera ha Jón. Mes an eured a dorras rak difealded Snorri. Hag e 1206 en em stalias e-gunan e Reykholt evel rener an tir. Ur gibell diavaez a voe savet gantañ hag e chom roudoù anezhañ c'hoazh hiriv an deiz.[5] Tro en deus bet genel pemp bugel arall pa voe o chom e Reykholt, gant teir merc'h disheñvel: Guðrún Hreinsdóttir, Oddný, ha Þuríður Hallsdóttir.[6]

Bevañ e Norvegia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeggi Valley in Hvammur

Snorri a c'hounias ur brud bras evel barzh, daoust ma oa ur gwiraour ivez. E 1215 e krogas da labourat evel ul lögsögumaður ("prezeger al lez") evit an althing, ur post e-touez ar re pennañ ar vro. Kuitat a reas e bost en hañv 1218 da verdeiñ davet Norvegia, goude bout pedennet gant ar penn-tiern. Degemeret mat e voe an tiern yaouank Haakon Haakonarson hag e gendadoriad, ar Jarl Skúli Bårdsson. Ur yoc'h a brofoù a zo bet roet dezhañ rak e vrud ha d'o zrugarekaat e savas barzhonegoù war o fennoù. En hañv 2019 e kejas gant ar lögsögumaður Eskil Magnusson hag e wreg, Kristina Nilsdotter, e Skara. An noblañs svedat e roas da Snorri ur sell war istor Sveden.

Snorri a oa dedenet-bras gant an istor hag ar sevenadur. An noblañs norvegiat a rejont skutilsvein (ur rank nobl) anezhañ , damheñvel ouzh hini ar marc'heg, hag e toujont lealded outañ. Ar penn-tiern a soñje aloubiñ an Island o vroudiñ an dierned en dael vroadel, e lec'h ma oa Snorri un ezel pouezus.

E 1220 e tistroas da vro Island hag e adtapas e bost evel lögsögumaður e 1222 betek 1232. Dilennet e voe a drugarez d'e varregezhioù war ar varzhoniezh. War ar politikerezh e oa ur prezeger ampart, o aliañ un unaniezh gant Norvegia. Ul lodenn eus an dierned n'asantas ket e selloù hag e savjont en e enep. E 1224, Snorri a euredas gant Hallveig Ormsdottir, merc'h-bihan Jón Loftsson.[7] O bugale a yeas d'an anaon a-raok an oad gour, mes seizh bugel arall da Snorri a zo daet da vout bras.

Snorri a voe an tiern galloudusañ en Island e-pad ar marevezh 1224–1230.[8]

Fae en island

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a diern a oa skoilhet gant galloud Snorri, ar Sturlunged (mibien Sturla) en o zouesk.

Krogiñ a reas kabaloù etreze. Snorri a savas un arme dindan ren e niz Böðvar Þórðarson, hag un eil dindan ren e vab Órækja, en ur soñj lakaat bec'h war e vreur Sighvatur ha Sturla Sighvatsson. An daou-se diwezhañ o deus ambrouget Snorri a-hed ar maezioù gant 1000 soudard e lec'h ma klaskjont repu. Órækja a aozas gouvrezeloù er fjordoù e kornog an enez, hag ar brezel a darzhas.

Penn-tiern Norvegia Haakon IV a pedennas an holl tierned (jarl) eus Island da zont d'ur vodadeg peocʼhiañ e Norvegia. Mes ar braz anezhe a oa disfizius e keñver an norvegiat, ha nulet e voe an darvoud. A-benn ar fin e voe tapet Órækja gant Sturla e kerzh ur vodadeg diplomatek e Reykjaholt, hag un tonkad heñvel a gouezhas war Þorleifur Þórðarson, kenderv Snorri, hag a oa daet da sikour e vignon gant 800 soudard a-raok bout dileuskel gant Snorri war an aerva. E 1237 e tistroas Snorri da vro Norvegia da chom dindan gward Haakon.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Bagge, Sverre (2019). En kort introduksjon til Snorre Sturlason: historiker og dikter (in no). Cappelen Damm Akademisk. ISBN 978-82-02-64476-5. 
  2. "Snorri Sturluson | Icelandic writer" (in en), Encyclopedia Britannica. 
  3. John Lindow (17 October 2002). Norse Mythology: A Guide to Gods, Heroes, Rituals, and Beliefs. Oxford University Press. 18– p. ISBN 978-0-19-983969-8. 
  4. Wittman, P. (1912). Snorri Sturluson. The Catholic Encyclopedia. New York: Robert Appleton Company.
  5. Snorralaug (Snorrastofa Cultural and Medieval Centre) Patrom:Webarchive
  6. "The Historical Reykholt in West-Iceland & Snorri Sturluson – the most influential Icelander" (in en-GB), Guide to Iceland (2015-07-10). 
  7. A History of the Old Icelandic Commonwealth: Islendinga Saga. 244–45 p. 
  8. Sigurðsson, Jón Viðar (1999). Chieftains and Power in the Icelandic Commonwealth. 136 p.