South Foreland zo anv ur beg-douar, war aod Kent, e gevred Bro-Saoz. Un tornaod kleiz uhel zo, 5 km er biz da borzh Dover, war aod Strizh-mor Dover. Eno emañ al lec'h eus Breizh-Veur an tostañ da zouar-bras Europa, a zo war-hed 33,2 km.
Arabat e gemmeskañ gant North Foreland, a zo en hanternoz dezhañ, war aod reter Kent, hag a zo beg reterañ enezenn gozh Thanet.
Gant ar Romaned e veze anvet Cantium Promontarium e latin[1].