Spesad en arvar

Ar gwepard zo ur skouer eus ar spesadoù loened zo en arvar.

Ar spesadoù en arvar zo seurtoù loened pe blant zo en arvar da vont da get. Kement-se a c'hallfe c'hoarvezout abalamour ma cheñch o endro bevañ, abalamour ma vezont lazhet a-vras gant an dud pe gant preizherien all, pe ma chom re nebeud anezho evit ma c'hallfent gouennañ... Gant an Unaniezh Etrebroadel evit Gwareziñ an Natur (International Union for the Conservation of Nature, IUCN) ez eus bet savet ur roll eus ar spesadoù en arvar, a yafe d'ober 40% eus an holl spesadoù bev.[1]

Feurioù-emglev etrebroadel ha lezennoù, e kalz broioù, zo bet embannet evit difenn spesadoù en arvar. Gant an testennoù-se e c'haller saveteiñ ar spesadoù loened pe blant zo en arvar war-bouez berzañ ar chase pe grouiñ parkoù natur pe mirvaoù evit mirout digemm o endro bevañ. N'eo nemet ul lodenn eus ar spesadoù zo en arvar, avat, a vez gwarezet gant an testennoù-se.

E-touez ar spesadoù loened zo en arvar emañ ar re-mañ :

  1. IUCN Red-list statistics (2006)