Spont bras

Spont bras
marevezh istorel
Rann eusDispac'h Gall Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hKentañ Republik c'hall Kemmañ
Deiziad kregiñ2 Gwe 1793 Kemmañ
Deiziad echuiñ28 Gou 1794 Kemmañ
OrganizerComité de salut public Kemmañ
Intérieur d'un Comité révolutionnaire sous le régime de la Terreur 1793-1794 taolenn gant Alexandre-Évariste Fragonard

Ar Spont bras (galleg: Terreur) a voe ur mare e-pad ar Dispac'h gall ma voe lazhadegoù a-vras hag ur ren amreoliek . Goustadik eo bet lakaet e-plas, deiziad an enaouadenn a zo disheñvel hervez an istorourien: adal ganedigezh al lezvarnioù dispac'hel e miz Meurzh 1793, lazhadegoù Gwengolo 1792, pe ar c'hentañ pennoù troc'het e Gouhere 1789.

Ar gwashañ mare a voe tizhet gant al lazhadegoù goude ma voe bet kemeret ar galloud gant kannaded ar Venezidi (Les Montagnards) e 1793, hag a echuo d'an 28 a viz Gouhere 1794 (d'an 10 a viz ar wrez er bloavezh II), gant kouezhadenn Robespierre ha pa voe dibennet gant darn eus pennoù e luskad.

Lazhadenn Loeiz XVI, d'an 21 a viz Genver 1793

Goude kouezhadenn ar vonarkiezh c'hall d'an 10 a viz Eost 1792 hag harzhadenn kannaded ar Girondins e-pad devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, ar Venezidi o devoa kemeret ar galloud ha penn an Dispac'h gall.

Ludresadenn gant ar Saoz George Cruikshank eus ar Reveulzi c'hall (1819)
Marv Olympe de Gouges e 1793.

Ar c'hentañ Republik, e-krog gant ur brezel reveulzier a-enep ur c'hengevread europaat hag enebet dre stumm ur brezel diabarzh a-enep ar roueelourien hag ar gevredadelezh, a vez dindan beli ur galloud dreistordinal diazezet war an nerzh. Ouzhpenn d'an nerzh e oa implijet doareoù maez lezenn hag ar flastridigezh a-enep ar re disfiz warno pe enep-reveulzierien.

Ar flastridigezh a oa da gentañ unan a-enep ar roueelourien, goude-se ar re Girondins, ar re kerreizh, a-raok ma ne vefe ar Venezidi oc'h en em lazhañ etrezo o welet ar re Hébertistes flastret, goude-se ar re Dantonistes hag evit echuiñ ar re Indulgents. Goude trec'hioù al luioù republikan, kanaded ar Plaine, an ez dantonistes ha memes dreistbeverien an hébertistes harpet gant ul lid eus ar Jakobined a voe deuet a-benn da lakaat Robespierre hag e gevredidi da gouezhañ ha da vezañ lakaet d'ar marv d'an 28 a viz Gouhere 1794, echuet e voe neuze evel-se mare ar Spont bras.

E-pad mare ar Spont bras tro 500 000 a dud a voe harzet ha tro 100 000 a voe lakaet d'ar marv pe a voe gouzañverien lazhadegoù direizh; ur 17 000 a oa bet dibennet, 20 000 pe 30 000 fuzuilhet, ha degadoù a milieroù a prizonidi ha trevourien eus Vendée, paotred, maouezed, bugale, a voe gouzañverien e-pad lazhadegoù ar Mans, lazhadegoù Savenay, lazhet gant ar unvezioù stourm ar colonnes infernales, pe e-pad Beuzadegoù Naoned.

Kavout peur e oa bet kroget gant ar Spont bras n'eo ket aes, an istorourien n'int ket a-du etrezo. Div mare a vez lakaet war-raok. An hini gentañ a krog gant kouezhadenn ar vonarkiezh d'an 10 a viz Eost 1792, hag a voe echuet gnat kentañ bodadenn ar goñvañsion vroadel d'an 20 a viz Gwengolo 1792 ha dreist-holl gant trec'h Emgann Valmy, hag a voe ar memes devezh ha brudet buan betek Pariz adal an deiz war-lec'h.

E-pad ar c'hentañ mare-se e vez krouet ardivinkoù justis hag a vo diazez ar Spont Bras: ul lezvarn dreistordinal a zo krouet d'ar 17 a viz Eost 1792 — kentañ pazenn al lezvarnioù reveulzier — karget eo da varnañ, hep ma vefe posubl goulenn ur galv, an dud lakaet da gablus eus « torfedoù » an 10 a viz Eost hag holl perzidi irienn al Lez.

An eil mare a grog pa vez lazhadeget kannaded al luskad girondins gant devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, echuet e vez pa voe lazhet ar re a-du gant Robespiere etre an 9 hag an 12 thermidor (Miz ar wrez) bloavezh II (27-30 a viz Gouhere 1794). Ur wech kroget da implij lezenn an 22 prairial (Miz ar pradoù) pe 10 a viz Even 1794 e vez kaoz eus ar Spont meur.

Fuzuilhadegoù Naoned

En anv d'ar « salud publik » e vez kroget gant ur bolitikerezh flastrañ an holl re gwelet evel a-enep ar Reveulzi. E-penn an traoù emañ ar Gouarnamant reveulzier, bountet warnañ gant stad truezus diazezoù ar Reveulzi. Lakaet e vez da dalvezout gant un doare garv ar pezh a oa lesanvet sévérités nécessaires, kaoz a vez eus sponterezh ouzhpenn d'ar justis lezennel. Dre-se eo krog ur spont a na oa ket bet tu gwelet abaoe Lazhadegoù Gwengolo 1792, ur bloavezh a-raok.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]