Springfield Model 1873 | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh Springfield Model 1873 hag he baionetez | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh un-tenn |
Mont en-dro | Karget dre he c'hulasenn, sistem trapdoor |
Munisionoù | .45-70
|
Produer | Arsanailh Springfield |
Mare produiñ | 1873-1893 |
Niver produet | Ouzhpenn 700.000 |
Mare implij | 1873-1903 (arme SUA) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,7 kg |
Hirder | 1.300 mm |
Hirder ar c'hanol | 830 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn d'ar muiañ | 2.300 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 410 m/s |
Adstummoù nesañ | Cavalry carbine (kanol 560 mm) Cadet rifle (kanol 710 mm) Infantry rifle (kanol 760 mm) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Springfield Model 1873 a zo ur fuzuilh un-tenn produet gant arsanailh Springfield etre 1873 ha 1894. Ar fuzuilh kentañ karget dre he c'hulasenn e voe e arme ar Stadoù-Unanet.
Betek dibenn ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet e 1865 e veze karget ar braz eus an armoù-skoaz dre o beg. Ur gudenn e oa war an tachennoù-emgann pa ranke an droadeien sevel evit kargañ o arm, hep gellet tennañ muioc'h evit daou pe tri boled bep munutenn.
E fin ar bloavezhioù 1860 e voe amprouet ar wikefre Trapdoor : un trap e krec'h ar gulasenn a veze digoret evit kambriñ ur gartouchenn. Serret e veze an trap adarre evit morailhañ ar gulasenn ha tennañ[1]. An armoù kentañ oc'h ober gant ar sistem Trapdoor (Springfield Model 1866 da skouer) a oa fuzuilhoù dezhe platinennoù-skeiñ mod-kozh, karget dre o beg en o stumm orin, ha kemmet evit degemer ar sistem nevez[2].
E 1873 e voe divizet sevel fuzuilhoù Trapdoor nevez evit an arme, kambret evit ar c'hartouchennoù .45-70 a oa nevez d'ar poent-se ivez. Produet e voe an arm dindan an anv Model 1873 e arsanailh Springfield. He c'houch a oa reolius eus 200 betek 2.000 yards, hag ur vaionetez a c'halled stagañ outi[3]. Servijout a reas an arm etre daouarn ar soudarded stadunanat dreist-holl da vare ar brezelioù amerindian e kard diwezhañ an XIXvet kantved. Ouzhpenn ar 665.431 fuzuilh Model 1873 en o stumm orin ez eus bet produet stummoù all anezhi, disheñvel hirder o c'hanol : ar Cavalry carbine, ur stumm karabinenn dezhi ur c'hanol berroc'h, hep baionetez hag oc'h ober gant ur gartouchenn izeloc'h he c'hargad poultr du (114.701 skouerenn produet)[4] hag ar Cadet rifle (40.451 skouerenn)[3].
Adalek kreiz ar bloavezhioù 1880 e krogas ar broioù european da implijout fuzuilhoù dezhe ur gulasenn-fiñv (evel al Lebel gall, 1886), ha kartouchennoù enne poultr divoged. Diamzeriet e oa deuet an armoù Trapdoor da vezañ. E 1892 e voe choazet ar Krag-Jørgensen gant an US Army evel arm standart nevez. Ar Model 1873 a voe paouezet he froduiñ e 1893[5], ha tennet diouzh ar servij e 1903 da vat nemetken, goude donedigezh an M1903.