Sranan Tongo

Sranan Tongo
(Sranan Tongo)
Perzhioù
Komzet e : Surinam
Komzet gant : 300 000 en holl
130 000 mammyezher
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù kreolek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 cpe
ISO 639-3
Kod SIL SRN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam. (anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall).

Ar gerioù sranang tongo evit gouzout ha krouadur zo sabi ha pikin. Se a laka tud zo da soñjal, goude teorienn ungenetek ganedigezh ar yezhoù pidgin, e teufe ar sranang eus al lingua franca. An deorienn-se a vez kavet abeg enni gant an darn vrasañ eus ar yezhoniourien a labour war an dachenn-se).

Implijet eo gant tud hag a gomz a-hend-all Saozneg, nederlandeg, javaneg hag hindustani, setu e c'hoari da eil yezh evit an darn vras eus an dud e Surinam.

Ar sranang tongo zo ur meskaj etre an nederlandeg, ar saozneg, ar portugaleg, hag a bep seurt yezhoù all eus Kreiz ha Kornôg Afrika. Stummet eo e-giz ur yezh kreolek : n'eus ket nag infleksion na deklinasion, ha dister eo he geriaoueg (un nebeud miliadoù a c'herioù); aes a-walc'h eo da zeskiñ. Bez' ez eus kalz a dud ivez hag a laka ar sranang tongo da vezañ ur c'hreoleg diwar ar saozneg hepken (nemet ar Wikipedia Alamanek a wel anezhi evel ur c'hreoleg savet diwar ar portugaleg kentoc'h).

  • Mi nen René Hart en mi gebore tapu 18 november 1945 ini a kondre Sranan
(Rene Hart eo ma anv hag on bet ganet d'an 18 a viz Du 1945 e Surinam)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]