Sirmium ː an anv a dalv kement ha « red an dour», pe « an douar gleb », abalamour d'ar stêr Sava (e latin : Savum); an anv zo aet da Sirmich en alamaneg, ha da Sremska e serbeg.
Mitrovica ː diouzh anv sant Demetrios eus Thessaloniki. Anvet da gentañ Dimitrovica (" Démétrios" e serbeg-kroateg), an anv zo bet berraet e Mitrovica. (vica = vicus).
Ur gêr roman a bouez e oa Sirmium e proviñs Pannonia. Pa voe savet an Detrarkiezh gant Diocletianus, er IVe kantved, e teuas da vezañ unan eus kêrioù-penn an Impalaeriezh roman. Dek impalaer a voe ganet e Sirmium pe e-kichen.