St. Albans ([snt ˈɔːlbənz]) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh Hertfordshire, e Bro-Saoz, e tolead-kêrioù City and District of St. Albans, war-dro 35 km diouzh kreiz Londrez. Ar gêr vras kentañ e oa war an hent roman kozh a gase eus Londrez d'ar gwalarn, ar Watling Street. Ur greizenn genwerzh a bouez eo bet e-pad pell, met deuet eo da vezañ ur bannlev eus Londrez.
Kent donedigezh ar Romaned e veze graet Verlamion, Verulam eus ar gêr gant ar bobl vrezhonCatuvellauni. Da vare ar Romaned e veze graet Verulamium anezhi. Da vare an Angled-ha-Saozon, pa oa bet savet un abati eno, e oa deuet da vezañ Verlamchester pe Wæclingacaester,[1] ha goude-se e oa bet kemeret ganti an anv norman Saint Albans.
Sant Alban a oa ur merzher kristen, an hini kentañ en Enez Vreizh, ha dibennet e voe e war-dro ar bloaz 308, dindan ren an impalaer Diocletianus, en doa gourc'hemennet lakaat d'ar marv an holl gristenien a oa en Impalaeriezh[2]. Savet e voe un abati, hervez ar richenn, el lec'h ma oa bet lakaet ar sant d'ar marv ha diwar anv an abati, Saint Alban abbey, e teu anv modern ar gêr.
Hervez E. Ekwall, an anv saoznek a dalv kement ha "kastell roman ar Waeclingas (pe poblad ar Wacols)"[3].
Enskrivadur eus mare Agricola, war dro 79, kavet e 1955 e bruzun, ha lennet : CIVITAS CATU(VEL)LAUNORUM, pe RES PUBLICA VER(ULAMIENSIUM) pe MUNICIPIUM (VER)ULAMIUM.