Stella de' Tolomei (?), anavezet ivez evel Stella dell'Assassino, a oa merc'h da Giovanni de' Tolomei.
Pried-kleiz e oa da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara ha pried Gigliola da Carrara eus 1397 betek marv e wreg e 1416. Tri mab he doe digantañ :
Petra bennak m'en doa prometet Niccolò dimeziñ ganti ne reas ket, ha gwell e kavas ober un dimeziñ politikel gant Parisina Malatesta[1],[2], merc'h da Andrea Malatesta, aotrou Cesena, ha nizez da Carlo Malatesta, aotrou Rimini.
He mab henañ Ugo a orgedas ouzh e lezvamm Parisina, hag an daou zen yaouank a voe kondaonet d'ar marv gant ar markiz dogan ha dibennet.
Anavezet e voe Leonello ha Borso evel mibien wirion gant ar pab Ujan IV[3], dont a rejont da vezañ markizien Ferrara pa varvas o zad, harluet ganto mibien reizh Niccolò, da lavarout eo Ercole ha Sigismondo ganet eus e bried Ricciarda di Saluzzo. E 1471 e voe anvet Borso da zug[4].
Beziet e voe Stella en iliz San Francesco[5].