Steyr AUG

Steyr AUG
Skeudenn ar pennad Steyr AUG

Ur fuzuilh-arsailh Steyr AUG A1
Kinnig
Bro  Aostria
Doare Fuzuilh-arsailh aotomatek/damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
9 × 19 mm Parabellum
.40 S&W
Produerien Steyr Arms
Thales Australia
SME Ordnance
Mare krouidigezh Bloavezhioù 1960 ha 1970
Mare produiñ Abaoe 1978
Pouez ha muzulioù (stumm orin 20 meutad)
Mas (hep kartouchenn) 3,600 kg
Hirder 790 mm
Hirder ar c'hanol 508 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 970 m/s
Lusk-tennañ 680 tenn/mn
Endalc'h Kargerioù-fiñv 30 pe 42 gartouchenn (stumm 5,56 mm)
Kargerioù-fiñv 25 pe 32 gartouchenn (stumm 9 mm)
Kargerioù-fiñv Glock (stumm .40 S&W)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Steyr AUG (diwar an alamaneg Armee-Universal-Gewehr, "fuzuilh hollvedel evit an arme") zo ur fuzuilh-arsailh produet gant an embregerezh aostrian Steyr abaoe 1978. Bodañ a rae nevezintioù teknologel lies da vare he c'hinnig e 1977[1].

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1970 e felle da arme Aostria, evel da armeoù all en AFNA, cheñch e armoù-skoaz kambret e 7,62 × 51 mm evit reoù enne kartouchennoù 5,56 x 45 mm izeloc'h o galloud. E 1977 e choazjont ur fuzuilh-arsailh nevez savet a-drugarez d'ur c'henlabour gant an embregerezh Steyr ha d'e ijinourien Horst Wesp, Karl Wagner ha Karl Möser[2]. Un arm doare bullpup e oa, da lavaret eo e oa enbarzhet ul lodenn eus e wikefre en e lamm. Dre se e c'halle bezañ berroc'h hag aesoc'h da zougen[2]. Soñjet e oa bet evit degemer dre ziouer ul lunedenn, ha savet e oa gant pezhioù plastek[3]. An dibab etre ar modoù-tennañ a veze graet a-drugarez d'an draen : pa veze pouezet en ur mod skañv warni e tenne en ur mod damaotomatek, ha ret e oa pouezañ betek penn evit tennañ e mod aotomatek[4]. He c'harger a oa treuzwelus evit gwelet aesoc'h pet tenn a chome en arm[1].

Kalz adstummoù eus ar Steyr AUG a zo bet produet. En o zouez e kaver ur stumm fuzuilh-vindrailher, dezhi un daoubez hag ur c'hanol hiroc'h (24,5 meutad)[5], savet e 1980. Stummoù nevesoc'h a ginnige divontañ al lunedenn, pe reilhoù Picatinny war ar c'hanol (stumm A3, 2005)[2][1]. Ur stumm pistolenn-vindrailher a zo anezhañ ivez. Savet eo bet e 1988, ha kambret eo e 9 mm Parabellum.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) POOLE Eric R., American AUG: Steyr AUG A3 Review, Guns & Ammo, 16/08/2016 (lennet d'ar 24/10/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) POPENKER Maxim, Steyr AUG / Stg.77, Modern Firearms (lennet d'ar 24/10/2024)
  3. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 250-251
  4. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 168-169
  5. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 261
  6. (en) F88 Austeyr war Army.gov.au (lennet d'ar 24/10/2024)
  7. '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 291
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan