Er yezhoniezh e vez implijet an termen stignadur (saoz. : tenseness) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur perzh implijet evit enebiañ sonennoù vogalennnek dreist-holl hag ivez a-wezhoù kensonennel e meur a yezh, en o zouez ar vietnameg, da skouer :
Dre vras e vez serroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha bez' e c'hell bezañ kreisoc'h ar vogalennoù laosk.
Gwezhall e kredjod e veze produet ar vogalennoù stign dre stignañ muioc'h kigennoù kerdin ar vouezh met n'eo ket bet diskwelet dre arnod ar vartezeadenn-se.
E meur a yezh c'hermanek, en o zouez saozneg unvan Bro-Saoz, an alamaneg unvan hag an izelvroeg, e vez distaget hiroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha kavet e vez vogalennoù laosk e silabennoù serr peurliesañ, da skouer e saozneg :
E yezhoù germanek all avat, en o zouez ar skoteg hag an islandeg, ne glot ket an hirder gant ar stignadur.
A-wechoù ez eo bet implijet an termen "stignadur" evit deskrivañ parioù c'hensonennoù dre serriñ enebet ent-ez-fonemek an eil re ouzh ar re all e koreaneg :
E lod rannyezhoù gouezeleg Skos hag iwerzhoneg ez eus ur rummad kensonennoù deskrivet a-wechoù evel kensonennoù laosk ([l, lj, n, nj]) enebet ouzh ur rummad kensonennoù stign ([ɫˑ, ʎˑ, nˠˑ, ɲˑ]) daoust ha ma n'eo ket gwall sklaer talvoudegezh an termenoù "stign" ha "laosk" war al live fizikel en degouezh-mañ.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |