Strollad Glas Bro-Saoz ha Kembre

Strollad Glas Bro-Saoz ha Kembre (e saozneg: Green Party of England and Wales; e kembraeg: Plaid Werdd Cymru a Lloegr) eo ar strollad politikel ekologour pennañ eus ar Rouantelezh-Unanet. Diazezet eo e Bro-Saoz hag e Kembre, daoust m'eo emren rann Kembre. Savet eo bet ar strollad-se e 1973. Ezel eo eus ar Strollad Glas European (European Green Party), ha sinet en deus, gant ar stolladoù glas all, Karta ar Re C'hlas eus ar bed. Gant dilennadeg Caroline Lucas, e 2010, eo bet ar wech kentañ dezho kaout ur c'hannad e Ti ar C'humunioù. Kannaded o doa dija e Parlamant Europa hag e Bodadeg Londrez.

N'en deus ar strollad penn ebet hag e lavar an izili ez a seurt doare mont en-dro a-enep o soñjoù. Daou bennbrezeger o deus avat, ur paotr hag ur plac'h. Caroline Lucas eo ar plac'h, ha Keith Taylor ar paotr.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]