Izili hag ez-izili
|
Komunouriezh e Nepal
Pennoù meur
Pennoù meur
Pennoù meur
|
Strollad al Labour (e nepaleg: नेपाल कम्युनिष्ट पार्टी (एकताकेन्द्र–मसाल)) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour a strourm dre guzh hag er-maez eus al lezenn, bet krouet e Nepal e 2002 oa oa bet kendeuzet Strollad Komunour Nepal (Kreizenn Unaniezh) (SKN (KU) gant Strollad Komunour Nepal (Masal), bet disklêriet an unvanidigezh d'an 22 a viz Ebrel gant Sekretourion-Veur an daou Strollad Ram Singh Shris (SKN (M)) ha Narayan Kaji Shrestha (Prakash) (SKN (KU). Dont a reas Mohan Bikram Singh da vezañ kentañ Sekretour-Meur ar Strollad nevez-unanet.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh en 8vet Kuzuliadegoù).
Strollad Komunour Nepal (Kreizenn Unaniezh-Masal) a savas a-du gant derc'hel an armoù evit da a-benn da diskoulmañ kudenn politikel Nepal dre gendivizout ha kinnig a reas, gant strolladoù kleizour all, krouiñ un Dael Da c'hortoz. Sevel a ra a-enep d'ar fed ma c'hellfe en em veskañ SUA e aferioù diabarzh Nepal.
Goude ma kouezhas diktatorelezh ar Rouantelezh e miz Ebrel 2006 en em disrannas ar Strollad e meur a rann:
Prakash e teuas da vezañ Sekretour-Meur ar Strollad a-vremañ da heul an disrannoù-se.
Meur a dalbenn ledan a zo dindan beli Strollad Komunour Nepal (Kreizenn Unaniezh-Masal), en o zouez: