Strollad Komunour Turkia (Marksour-Leninour)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Arouezenn Strollad Komunour Turkia/Marksourion-Leninourion

Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour (e turkeg: Türkiye Komünist Partisi/Marksist-Leninist: TKP/ML) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Turkia e 1972 en e benn er penn-kentañ İbrahim Kaypakkaya.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Ur Strollad er-maez eus al lezenn an hini eo, gantañ ur bagad armet dre guzh anvet Türk İşci ve Köylü Kurtuluş Ordusu: TİKKO ("Arme Dieubidigezh Labouerion ha Kouerion Turkia").

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Partizan.

Meur a disrann ez eus bet e diabarzh TKP/ML ha savet eo bet meur a aozadur pe strollad d'o heul gant izili aet kuit dioutañ : Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi (1976); ar Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour (Bolchevikour) (1981), ar Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Proleter Dispac'hel (1987), ar Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour (Strollad Maoour ar C'hreiz) (1987) hag ar Strollad Koumunour Maoour (1994).