Strollad Marines Republik Korea anavezet dindan an anv Republic of Korea Marine Corps berraet e ROKMC; e Korean: 대한민국 해병대; dindan ar stumm Hanja: 大韓民國海兵隊 pe Daehanminguk Haebyeongdae) graet e vez ivez ROK Marines Corps pe ROK Marines anezho.
Strollad Marines Republik Su Korea ez int.
D'ar 15 a viz ebrel 1949 ez eo bet savet strollad Marines Republik Korea dindan an anv "Republic of Korea Marine Corps (ROKMC)". Savet ez eo bet ar strollad en aerborzh Deoksan lec'hiet e Jinhae. Da zigentañ ne oa nemet 380 soudarded o vont d'ober ar strollad kopiet war soudarded Marines ar Stadoù-Unant pe "United States Marine Corps".
An SMRK a zo savet gant 28 000 a dud rannet e daou divizion hag ur brigadenn an holl re-se a zo dindan urzhioù kreizenn ar strollad Marines. Ar c'hentañ divizion morlu Marine a c'hell seveniñ brezel dre vor, aer, douar dre un arbenikadur eus 3 batalion kendeuzet en ur rejimant harzlammerien/ morlu ha tagañ doare Ranger. Ouhpenn da se en SMRK e vez kavet sklerijennerien hag a zo gourdonet war splujañ dindan vor hag harzlammerien.
Al letanant koronal Shin Hyun-joon a zo bet lakaet da penn ar strollad nevez hag en em gavas buan gant ar renk a goronal d'ar c'hentañ a viz gouere 1949. Armet e oa soudarded ar ROKMC gant dafar brezel dilezet gant lu Implaeriezh Japan. Pal Marines Republik Korea a oa da dalañ dre oberiadurioù brezel prim ouzh ar gomunisted e Jinju hag e Jeju-do. Ar ROKMC en deus bet kemeret perzh e oberiadurioù brezel all e-pad brezel Korea gant emgann Incheon da skouer.
Strollad Marines Republik Korea (SMRK) en deus bet kemeret perzh e brezel Vietnam en ur vezañ diazezet e Da Nang, a-wechoù en deus bet stourmet o reiñ harp d'an USMC ar re Marines amerikaned.
Dindan goulenn ar Stadoù-Unanet prezidant Republik Su Korea Park Chung Hee a gasas strolladoù soudarded e brezel Vietnam memes ma oa enebet an div gambr broadel ha pobl ar vro. Da eskemm e c'houlennas hag e voe asantet gant Amerika da reiñ arc'hant a-benn moderniza hag adsevel ar vro hal al lu Su Korean goude brezel Korea. Tro 2 billion a zollarioù a vezo profet evelse.
An tri strollad stourm su Korean Pennañ a vezo kaset e brezel Vietnam a vezo an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) Aerouant c'hlas (Blue Dragon Brigade (Korean: 청룡; Hanja: 靑龍; Cheongryeong), ROKA Capital Division hag divizion ar marc'h wenn (the White Horse Division). Meur a strollad begenn all a vezo kaset ivez eno da sikour dre o arbenikadur.
Gwarnizon an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) er Vietnam a zegasas oberiadurioù drastus da geñver skiant a vat evel lazhadeg Phong Nhị ha Phong Nhất, Lazhadeg Hà My ha lazhadeg Bình Hòa hag ar gudenn vras gant ar re Lai Đại Hàn (Hanter Vietnamiz hanter Koreaned).