N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Ar studioù klasel, diwar hengoun skolioù-meur ar C'hornôg, eo studi ar yezh, al lennegezh, an istor, an arz hag elfennoù all eus bed kreizdouarel an Henamzer, Henc'hres hag Henroma peurgetket e-korf ar maread a vez graet an Henamzer klasel anezhañ. A-wechoù e tave ar studioù klasel d'an holl destennoù skrivet er mare-se. Gwechall e veze implijet "ober e glasoù" evit studiañ an henlizhiri pe "al lennegezh klasel", anv roet ivez da "eil glas" e liseoù Bro-C'hall ("classe des humanités"). Graet e vez an humanourien eus ar re a ra studioù klasel.
Ledan eo dachenn ar c'hlasoù hag e ya war ledanaat pa ya ouzhpenn bed kozh ar Gresianed hag ar Romaned evit goleiñ Norzhafrika kozh ha ar Reter-Nesañ kozh.
A-raok an [[XXvet kantved]] e veze studiet kalz ar filologiezh, da lavaret eo studiañ an testennoù kozh stank-ha-stank. Ne c'heller ket chom hep ober gant ar c'helenn-se, met klasket e vez muioc'h-miuañ mont pelloc'h eget kompren mat ar yezhoù gresian ha roman ha desachañ an talvoudegezhioù hag ar stuzegezh a ya asamblez ganto. Ouzhpenn-se e tlee ar glaselerien studiañ yezhoù all evel ar sañskriteg, al linenneg A, al linneneg B, an hebraeg, an oskeg, sevenadur an Etrusked ha meur a draoù all.
A-raok ma vo kavet ar voullerezh e veze eilet an testennoù klasel e meur a stummoù un tammig disheñvel. Bremañ e klask ar glaselerien bodañ anezho (e diazezoù-stlenn, da skouer) ha klask sevel an doare kenstagañ.
Harpet eo diorren ar c'hlasoù gant hini an arkeologiezh pa vez kavet traezennoù a lak da gompren e peseurt endro e veve ar re o deus skrivet al lennnegezh klasel. Ouzhpenn ar furchadennoù kroget e Gres, Italia, Egipt ha Mezopotamia a-gozh e vez graet muioc'h-muiañ a enklaskoù e Anatolia, Iran, Afghanistan, Norzhafrika ha Rusia.
P'eo bet gwelet gant an Europiz an arz gresian-ha-roman evel unan eus ar re wellañ a zo bet er bed e vez-eñ studiet kalz gant istorourien an arz. Chom a ra studi an arz klasel ur c'helenn a-bouez pa vez levezonet an arz a-vremañ gantañ c'hoazh.
Ma teu muioc'h-miuañ a ditouroù war ar bed klasel diwar an holl gelennoù a zo bet meneget a-us ez eus toulloù bras evit sevel danevelloù klok sevenadurioù an Henamzer. Digempouez eo an anaoudegezhioù pa n'eus kalz a dtraoù diwar-benn ar maouezed, an dud vunut, ar sklaved hag tud all.
Ouzhpenn e vank titouroù war sevenadurioù a-bezh evel hini keoded gresian Sparta ha n'eus ket kalz a draoù chomet war he lerc'h nag el lennegezh nag en natur. Gwashoc'h c'hoazh e teu an nebeut ditouroù a zo chomet digant o enebourien douet, an Ateniz. Kazi memestra eo evit an Etrusked p'en deus ar Romaned goloet pe distrujet o oberoù.
Gwriziennet eo prederouriezh ar C'hornôg e-barzh studi ar c'hlasoù. Koulskoude, ar ger gresianeg philosophia (implijet gant Pythagoras evit "karantez evit an anaoudegezh" a zo bet kemmet e ster da "preder uhel" hag e studi. (Sell ouzh brezhoneg filosofiezh, galleg philosophie, saozneg philosophy...). Studiet e vez kalz testennoù ar brederourien glasel, en o zouezh, ar re bouezusañ evel Sokrates, Platon, Aristoteles, ar Stoikeien hag ar Ginekeienn.
Dont a ra klasoù (ha klas) eus an anv-gwan latin "classicus" a dalveze evit ar geodederien roman eus ar c'hlasoù sokial uhelañ. Pellec'h eo deuet ar ger classicus (klasel) da dalvezout uhelegezh, aotrouniezh ha peurvad erfin.
Ar ger classicus a zo bet kavet e "Noctes Atticae" (19, 8 15) gant Aulus Gellus er frazenn classicus scriptor, non proletarius hag e soñje da live an tailhoù evit ar skriverien (ha ne oant ket skrivagnerien).
Ar Gresianed kozh o doa savet un doare all evit renkañ an oberennoù sevenadurel. Ober a raent gant ar ger kanon (reolenn ar c'halvez e oa, evit gwir) evit an oberennoù gwellañ. Pelloc'h e oa addimplijet gant Tadoù an Iliz kristen evit dibab levrioù da vezañ degemeret er Testamant nevez. Dre-se e oe miret an testennoù kanonel ha meur a destenn gresianeg kozh all, lakaet ar ger kanon warno, pa oa dibaboù strizh d'ober er mare ma oa koustus-tre eilañ anezho dre dorn war ar paper velin pe war ar papiruzoù.
Evit heñchañ ar studioù e implije ar skrivagnerien hag ar brederourien glasel eus Homer da Dadoù an Iliz kristen reolenn displeget gant ar prederour Filon : "μεταχαραττε το θειον νομισμα" ("metacharatte to theion nomisma"). Ur reolenn evit mirout ur c'hendalc'h rik gant ar gerioù hag ar menozhioù eo. Ur reolenn evit chom hep teurel anezho, met evit aotreañ lakaat anezho da diorren etre harzoù a zo bet roet er c'hentañ d'ar meizad a oa dindan ar ger.
Abaoe ar Grennamzer betek hanterenngentañ an XXvet kantved e veze gwelet an deskadurezh klasel evel an hini gwellañ evit kas an dud d'an dreistelezh er vuhezegezh (arete e gresianeg) ha stummañ keodederien a-zoare prest evit kemer perzh da oberioù ar vegenn.
Diwar studi ar c'hlasoù e veze, sañset, roet un hentenn evit kompren ar bed ha kavout alc'hwezioù ar c'haerder diwar an hini gaerrañ eus ar pezh a oa bet lavaret ha prederiet er bed a-bezh.
Kikero en doa lavaret dija "An holl lennegezh, an holl skridoù-arnod prederouriezh, holl mouezhioù an amzer tremenet a degas meur a skouer da drevezañ hag int a vije bet chomet en noz, ma ne vije ket deuet gouloù al lennegezh evit o adsevel".
Meur a glaseler en deus kavet un hent e tachennoù all eget ar studioù klasel