Sturmgewehr 44 | |
---|---|
Ur fuzuilh-vindrailher Sturmgewehr 44 eus dastumadegoù an Armémuseum (Stockholm) | |
Kinnig | |
Bro | Trede Reich |
Mont en-dro | Fuzuilh-arsailh aotomatek/damaotomatek |
Munisionoù | 7,92 × 33 mm Kurz |
Produer | C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik |
Mare implij | 1944-1945 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,6 kg |
Mas (karget) | 5,13 kg |
Hirder | 940 mm |
Hirder ar c'hanol | 420 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 300 m (mod aotomatek), 600 m (mod damaotomatek) |
Lusk-tennañ | Etre 500 ha 600 tenn/mn |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 685 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 30 kartouchenn |
Ar Sturmgewehr 44 pe StG 44, da lavaret "Fuzuilh-arsailh 44", a zo ur fuzuilh-arsailh bet sevenet ha produet gant an Trede Reich e-kerzh an Eil brezel-bed adalek ar bloavezh 1944. Gwelet e vez evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ. Kambret eo e 7,92 × 33 mm Kurz. Anvet e vez a-wechoù gant e anv kentañ, MP 43 (diwar Maschinenpistole, pistolenn-vindrailher, hag ar bloavezh 1943), pe MP 44, abalamour ma oa bet lakaet e servij er bloavezh 1944.
Goude aloubadeg an URSS e 1941 en em gavas ar Wehrmacht paket e emgannoù-kêr evel hini Stalingrad. Kompren a reas an Alamaned e oa ret dezho sevel armoù-skoaz efedusoc'h evit o c'harabinennoù Mauser 98k en endro-mañ. Ijinet e voe neuze ar munision 7,92 × 33 mm Kurz, a oa skañvoc'h evit reoù 7,92 × 57 mm ar Mauser met galloudusoc'h evit an 9 mm Parabellum implijet er pistolennoù-mindrailher MP 40.
Ijinet e voe an StG 44 gant Hugo Schmeisser en embregerezh C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik e 1943, dindan an anv MP 43 da gentañ. Er bloaz war-lerc'h e voe roet lañs d'ar produiñ goude asant ar galloud nazi ha roet ar skouerennoù kentañ d'ar soudarded en hañv 1944. Servijout a reas un tamm an StG 44 e emgannoù Normandi hag Italia, ha kalz muioc'h e emgann an Ardenne e miz Kerzu 1944 ha miz Genver 1945, e-lec'h ma tiskouezas perzhioù mat met ivez perzhioù fall : pouez uhel (5,2 kg karget), lamm vresk, kanol o tommañ buan hag arm-skoaz diaes da implijout en e c'hourvez abalamour d'e garger hir.
Tro 500.000 skouerenn eus an StG 44 a voe produet betek deroù 1945. War-dro 200.000 anezho ne voent biken implijet gant an Trede Reich.
Komiserdi poblel armañ an URSS, nec'het o welet an Trede Reich o kaout kement a lañs war dachenn an armoù modern gant an StG44, a roas lañs d'ar 15 a viz Gouere 1943 d'ur genstrivadeg a-benn sevel ur arm soviedel a c'hellfe talañ ouzh an StG 44. Diwar-se e voe krouet an AK-47 krouet gant an ijinour Mic'hail Kalachnikov.
Skouerennoù eus an StG 44 a voe implijet gant an Arme ruz ur wech dinazifiet, da lavaret eo tennet an holl arouezioù nazi diwarne.
An StG 44 a c'haller implijout e meur a c'hoari video, evel Battlefield 1942, Brothers in Arms, Brothers in Arms: Road to Hill 30, er rummad Call of Duty hag e c'hoarioù an heuliad Wolfenstein.