Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Bro sport | Frañs |
Anv-bihan | Stéphanie |
Anv-familh | Frappart |
Deiziad ganedigezh | 14 Kzu 1983 |
Lec'h ganedigezh | Le Plessis-Bouchard |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | tredeog mell-droad |
Karg | tredeog FIFA |
Sport | mell-droad |
Ezel eus | Kevread Etrebroadel Football Association, Kevread mell-droad Bro-C’hall |
Prizioù resevet | marc’heg an ordre national du Mérite |
Stéphanie Frappart, ganet d’ar 14 a viz Kerzu 1983[1] e Plessis-Bouchard (Val-d'Oise), zo un dredeogez mell-droad c’hall.
E 2019 eo anvet gant ar FIFA tredeogez evit Kip ar maouezed. D’an 28 a viz Ebrel 2019 eo dibabet Stéphanie Frappart evit tredeogiñ krogad ar 34vet deiziad Ligue 1 etre an SC Amiens hag ar RC Strasbourg evel tredeogez kreiz, kentañ maouez da dredeogiñ ur c’hrogad Ligue 1. Bet eo dija kentañ tredeogez el Ligue 2[2].
E miz Ebrel 2022 eo dibabet evit tredeogiñ gourfenn Kib Bro-C’hall ar baotred[3].
D’ar 1añ a viz Kerzu 2022 ez a Stéphanie Frappart da gentañ maouez da dredeogiñ ur c’hrogad e prantad gourfenn Kib Bed ar baotred, Costa Rica-Danmark[4].