Stêr Aon

Aon

Ar stêr Aon e Kastellin
Statud stêr
Hirder 140 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat 30 m³/s
Gorread an diazad 1 875 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
?
En em daol e Landevenneg
morlenn Brest
Ledander er genoù ?
Andon Lohueg
Adstêrioù ?


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ar Stêr Aon eus lein torgenn Landevenneg

Ur stêr e Kornôg Breizh eo ar Stêr Aon pe an Aon. War 145 km e tiskenn adalek hec'h eienenn e-kichen Lohueg (Treger ; Aodoù-an-Arvor) betek lenn-vor Brest etre Rosloc'hen (Kerne - Penn-ar-Bed) ha Landevenneg (Kerne ; Penn-ar-Bed). Graet e vez Richer Kastellin eus hec'h aber pa ya al lanv betek ar gêr-se a-hed un hir a wazhenn.

War an hanterad izel eo bet kanoliet er bloavezhioù 1830 evit bezañ ul lodenn eus ar Ganol Naoned-Brest etre Meilh-ar-Wern ha Pont-Triffen, poent-kej etre an teir c'humun Speied, Kledenn-Poc'hêr ha Landelo hag etre ar Stêr Aon ha lodenn ganoliet ar stêr Iêr.

En tu dehoù

En tu kleiz

Kumunioù a red ar stêr etrezo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dourioù-beuz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech ez eus bet dourioù-beuz diwar ar glaveier diehan a c'hell kouezhañ war he diazad-doureier. Goude dourioù-beuz bras e 2000 ez eus bet divizet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ma vefe savet ur stankell e Meilh-ar-Wern e-lec'h skluz ar Gilli C'hlas. 8 rañvell a ya da glozañ, ez-aotomatek, an hent pe d'an dour dous pe d'al lanv hervez al liveoù anezho.

Diazad ar stêr Aon gant hec'h adstêrioù

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]