Ar stêr Iguaçu (e portugaleg), pe Iguazú (e spagnoleg), zo ur stêr eus gevred Brazil dreist-holl, hag eus biz Arc'hantina, en kreiz Suamerika, dezhi 1300 km hed.
Eieniñ a ra er Serra do Mar, en stad Paraná,treuziñ a ra ar stad-se a reter da gornôg, ober an disparti etre Arc'hantina ha Brazil a-hed meur a gant kilometr, a-raok kemberiñ gant ar stêr Paraná.
E Gouhere 2000 e oa bet taolet 4,000,000 a litradoù eoul-maen er stêr, eus ul labouradeg eoul nepell diouzh Curitiba[1].