Sumbawa zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Barat.
Emañ etre enez Flores, er reter, hag enez Lombok, er c'hornôg ; er gevred dezhi emañ enez Sumba. En em astenn a ra Sumbawa war 15 448 km2 (teir gwech gorread Lombok) ha poblet eo gant 1,33 milion a dud (2010).
Ar menez-tan Tambora eo beg uhelañ an enezenn (2 722 metr). Tarzhañ a reas ar menez-tan-se e 1815 ha lazhet e voe 92 000 den gant an darzhadenn, kalz brasoc'h eget hini ar menez-tan Krakatoa e 1883 e-keñver ar c'hementad magma taolet er-maez. Abalamour d'al ludu taolet en oabl, e voe graet eus ar bloavezh 1816 "ar bloavezh hep hañv".