Suzana (pe Suzanna a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek ha portugalek, roet d'ar plac'hed. E gavout a reer en Testamant Kozh, koulz hag en Testamant Nevez.
Dont a ra ar ger eus an arameeg : eus ar ger " שושנה " /Shoshannah, tremenet en hebreeg, hag a dalv kement ha lili.
En hebreeg a vremañ e talv Shoshana kement ha rozenn, ur ger a servij evel anv-badez ivez.
Suzanna zo un anv a gaver en Testamant Kozh, e Levr Daniel, koulz hag en Testamant Nevez, en Aviel Sant-Lukaz. Implijet e veze e deroù ar gristeniezh ha goude ez eas diwar c'hiz betek ar XVIvet kantved pa oa implijet a-nevez gant ar Brotestanted ha puritaned Bro-Saoz abalamour ma oa diouzh ar c'hiz an anvioù kavet er Bibl en o zouez. Abaoe eo deuet da vout un anv klasel.
Lidet e vez Santez Suzana d'an 11 a viz Eost.
Kalzik a oberennoù zo bet awenet gant Suzanna an Testamant Kozh.
Met maouezed all heñvelanvet o deus awenet oberennoù all.