Swithun

Swithun
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhWessex Kemmañ
Anv-bihanSwithin Kemmañ
Deiziad ganedigezh800 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHampshire Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gou 863, 2 Gou 862 Kemmañ
Lec'h ar marvWinchester Kemmañ
Lec'h douaridigezhWinchester Cathedral Kemmañ
Micherbeleg katolik, eskob katolik Kemmañ
KargAnglican Bishop of Winchester, diocesan bishop Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
ConsecratorCeolnoth Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel15 Gouere Kemmañ

Swithun (ha : Swithin ; hensaozneg : Swīþhūn ; latin : Swithunus (marvet d’an 2 a viz Gouere 861, 862 pe 863) a oa eskob Winchester e Bro-Saoz ha brudet eo evel sant.

Moarvat e oa bet ganet da vare ren Egbert, roue Wessex, ha beleget e oa bet gant Helmstan, eskob Winchester. Kelenner e voe da Æthelwulf, mab da Egbert, hag a voe roue Wessex e 839. Goude marv Helmstan e 852 pe 853 e voe anvet Swithun da eskob Winchester.

Kontañ a reer e roas Æthelwulf un dekvedenn eus e vadoù d'an iliz, diwar c'houlenn Swithun.

Hervez ar vojenn e voe savet pe adsavet meur a iliz gant Swithun, un eskob deol anezhañ, boas da vont war droad, hag a gouvie ouzh e daol ar re baour ha n'eo ket ar re binvidik.

Mervel a reas en 861, 862 pe 863 . E 971 e voe lakaet e relegoù en iliz-veur Winchester.

D'ar 15 a viz Gouere e vez lidet e zevezh gouel. Hervez ur c’hrennlavar saoznek, ma ra glav d'an devezh-se e raio glav e-pad 40 devezh ha 40 nozvezh da-heul ; pedet e vez ar sant pa vez sec'hor[1]

  1. (en) McLeod, Jaime. 'Today is St. Swithin's Day, e Farmers' Almanac, 15/07/2011. Kavet : 03/10/2023.