Sylt (Sylt en alamaneg, Sild e daneg, Söl e frizeg) eo an hini vrasañ e-touez Inizi Friz an Hanternoz. Emañ e stad Schleswig-Holstein, e hanternoz Alamagn.
War-dro 99 km² eo he gorread, ar pezh a ra anezhi ar pevare enezenn vrasañ en Alamagn, hag an hini vrasañ e Mor an Hanternoz. Emañ etre 9 ha 16 km diouzh an douar-bras, hag abaoe 1927 eo stag outañ war-bouez ur chaoser 11 km hed, anvet Hindenburgdamm, ma tremen trenioù hepken. Gallout a reer ivez mont da enez Sylt gant bigi-treizh a loc’h eus enez danat Rømø, pelloc’h en hanternoz.
En em astenn a ra an enezenn a-hed 38 km eus an norzh d’ar su ; en he c’hreiz emañ en he ledanañ, gant 12,6 km ledander, e-kichen kêr Westerland. E tu ar c’hornôg e kaver un draezhenn hir a-hed an aod. E tu ar reter emañ Mor Wadden (Wattenmeer en alamaneg), gant ur park natur. Eno e vez dizoloet lec’hidegoù bras gant ar mor pa vez tre. Un dorgenn 52,5 metr uhelder, anvet Uwe-Düne, eo ar poent uhelañ, en norzh da Westerland.
Levezonet eo hinad Sylt gant ar Gulf Stream. E-pad ar goañv ne vez ket re yen (2º well-wazh), hag e-pad an hañv nevez morse gwall domm (17º well-wazh). Kalz touristed a zeu da enez Sylt, abaoe dibenn an XIXvet kantved. Hag e-leizh a bennoù brudet en Alamagn o deus un ti-vakañsoù enni.
O rannyezh frizek dezho o deus tud Sylt, anvet Söl'ring, disheñvel a-walc’h diouzh ar rannyezhoù frizek all, abalamour da levezon an daneg warni. Ne vez ket kaozeet gant kalz tud ken avat, hag ur yezh en arvar eo, abalamour d’al lanvioù touristed a zeu d’an enezenn.
|