São Tomé de Meliapore, pe Meliapor, zo anv un drevadenn gozh da Bortugal en Indez, entre 1523 ha 1662, hag ivez entre 1687 ha 1749. En aod reter India e oa, war lez ar stêr Adyar.
Anvet e voe diwar anv Sant Tomaz, an abostol, a deuas di da weladenniñ Yuzevien hag a vevas er vro, etre ar bloavezhioù 52 ha 70, hervez ar vojenn. Merzheriet e voe ha beziet eno. En e anv emañ an iliz vras. Dindan a aoter vras emañ bez ar sant.
Kemeret e voe kêr gant Portugaliz e 1523. Izelvroiz a ziazezas nepell, en hanternoz, e-kichen Pulicat, en 1612. Chom a reas Portugaliz eno betek 1749. Neuze e teuas ar Saozon a vestronias ar vro betek kreiz an XXvet kantved, war-bouez ar bloavezhioù 1662-1687, ma renas sultan Golconde, daoust ma tremenas ar C'hallaoued ivez ha ma chomjont ur pennadig (1672-1674).
Hiziv eo anvet Mylapore e saozneg (Tamil: மயிலாப்பூர் Mayilāppūr) hag ur rann eo, pe karter, eus kêr Chennai, kêr-benn Tamil Nadu. Gwechall e oa anvet Vedapuri.
E-lec'h iliz portugalat ar XVIvet kantved ez eus un iliz all hiziv, savet gant ar Saozon en 1893. Abaoe 1952 eo iliz-veur arc'heskopti Madras-Mylapore.