Séamus Ó Grianna (distaget [ˈʃeːmˠəsˠ oː ˈɟɾʲiən̪ˠə] en iwerzhoneg), 1889-1969, anavezet en e vro evel Jimí Fheilimí, a oa ur skrivagner iwerzhonek. Ober a reas gant an anv-pluenn Máire.
Ganet en un tiegezh barzhed ha konterien e Rann na Feirste, Kontelezh Dún na nGall, ez eas da skol ar gêriadenn betek an oad a 14 vloaz. Tremen a reas meur a vloavezh er gêr hag o labourat darn amzer e Skos. E 1910 e kemeras perzh en ur skol-hañv iwerzhoneg, ha kelenn a reas ur pennadig a-berzh Conradh na Gaeilge. Stummet e voe evel kelenner e St. Patrick's College, e Dulenn, e 1912-14, ha betek 1920 e kelennas e Kontelezh Dún na nGall dreist-holl.
Kemer a reas perzh er politikerezh ha toullbac'het e voe abalamour ma oa ur republikan e-pad brezel diabarzh Iwerzhon. Da heul e labouras evel troer evit An Gúm, e servij keodedel Iwerzhon, ha kas a reas da benn labourioù geriaduriñ e Rann Deskadurezh Iwerzhon. Ne oa ket tomm, diouzh gwelet, ouzh politikerezh an iwerzhoneg, avat, hag e 1966 e teuas da vezañ ezel eus al "Luskad evit Frankiz ar Yezh".
E-touez e oberennoù stank e kaver romantoù, danevelloù, arnodskridoù, un emvuhezskrid. En e levr brudet Rann na Feirste e ro ton d'e lec'h ganedigezh en un doare romantel hag hiraezhus, ha kinnig a ra an hengoun komzet, ar c'homzoù barzhoniel, an dud, an dremmwelioù. Ar skrivagner pouezusañ eo bet e-barzh skol Dún na nGall, ha chom a ra ar skrivagner lennet ar muiañ e-touez skrivagnerien ar Gaeltacht. Breur e oa d'ar skrivagner iwerzhonek Seosamh Mac Grianna.