Símun av Skarði (3 Mae 1872 – 9 Here 1942) a oa ur skrivagner, kelenner ha politiker faeroat. Goude tapout e ziplom kelenner e savas, e Tórshavn, Føroya Fólkaháskúli (skol uhel ar bobl inizi Faero), diwar skouer ar re savet e Danmark gant Nikolai Grundtvig. Labourat a reas enni evel rener eus 1899 da 1942. Kentañ Ministr Danmark Lars Løkke Rasmussen zo dimezet gant ur verc'h-kuñv dezhañ.
E 1906 e savas ar varzhoneg Tú alfagra land mítt, a zo aet d'ober kan broadel inizi Faero. Savet en doa ivez ur gelaouenn faeroek evit ar vugale Ungu Føroyar (1907-10 ha 1914-15). Politiker e voe ivez hag unan eus izili gentañ ar Sjálvstýrisflokkurin (strollad evit emrenerezh inizi Faero). Eus 1906 da 1914 e voe ezel eus al Løgting, parlamant an enezeg.