Tablezennoù Pyrgi

Teir zablezenn aour kavet e dismantroù un azeuldi e Pyrgi, ur porzh kozh e-kichen ar gêr etrusk Kaere eo Tablezennoù Pyrgi'. E fenikieg hag en etruskeg ez int bet skrivet ha deskrivañ a reont un dedi graet gant roue Kaere, Thefarie Velanias, d'an doueez Astarte.

An destenn hirañ en etruskeg bet kavet eo hag ur gwall rikour eo bet evit digejañ ar yezh-mañ. Sklêrijennañ a ra ivez an darempredoù etre ar Fenikiz hag an Etrusked er 6ed kantved kent Jezuz-Krist ha reiñ a ra ur c'henarroud d'un frazenn Polybius diaes da gompren a-zivout ur feur-skrid etre Roma ha Kartada e 505 kent Jezuz-Krist.

Er Mirdi Broadel Etrusk Villa Giulia emañ, e Roma

An destenn fenikianek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
L-rbt l-‘štrt.
D'an Intron Astarte
’ŝr qdš ‘z, ‘š p‘l, w-’š ytn Tbry’ Wlnš mlk ‘l Kyšry’.
Ar plas sant eo. Graet ha roet e oa gant Thefari Velanias a reol ar Gaeriz
B-yrħ zbħ Šmš, b-mtn’ b-bt, wbn tw.
E-pad miz an aberzh d'an heol, evel ur roadenn en azeuldi e savas un aedikula
K-‘štrt ’rš b-dy l-mlky šnt šlš, b-yrħ Krr, b-ym qbr ’lm
Rak Astarte he doa e savet da ren e-pad tri bloavezh er miz-c'hurvar, da zeiz interamant an doueez
W-šnt lm’š ’lm b-bty šnt km ħkkbm ‘l.
Ha ra vo bloazioù delwenn an doueez en azeuldi ken niverus hag ar stered a-us dezho.

An destenn etruskek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tablezenn gentañ:
Ita tmia ica-c heramašva vat-ieχ-e Uni-al Astre-s, θem-iasa meχ θuta.
Θefariei Velianas sal cluvenia-s tur-uc-e.
Muni-s ta-s θuva-s tamer-es ca ilacv-e tuler-as-e.
Nac ci avil χurvar, tešiam-ei tal-e, ilacv-e alš-as-e.
Nac atran-es zilac-al, sel-ei tala acnaš-ver-s.
Itan-i-m heramv-e, avil en-iac-a pulumχva.
Eil tablezenn:
Nac Θefarie Veliiunas θam-uc-e cleva etan-al Masan tiur, Uni-as šel-ac-e.
Vacal tmia-l avilχva-l am-uc-e pulumχva snuia-φ.


Liammoù diavaez (e saozneg)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]