Tank stourm diazez

tank stourm diazez
vehicle functional class
Iskevrennad eustank Kemmañ

Tank stourm diazez (TSD), pe Tank stourm a vez graet eus un tank savet evit an emgann met gant ur roll ledan, ur c'hemmesk eo etre tank etre ha tank ponner. Talvezout a ra ez eus gant an doare tankoù-se ur roll kanol-fiñv a-dost hag a-eeun gant un hobregon e darn eus an armeoù a-vremañ. E-kerzh ar Brezel Yen e oa bet ijinet kefluskerioù galloudusoc'h, kiberoù gwelloc'h ha hobregonoù kompozit a roe an tu da sevel tankoù a oa armet gant nerzh tagañ tankoù dreist-ponner, hobregon an tankoù ponner, ha gant fiñvusted bliv an tankoù skañv, en ur c'harbed pouez un tank etre dezhañ.

Ar c'hentañ tank stourm diazez a oa bet savet gant Breizh-Veur hag a oa an tank Chieftain, a oa bet diorroet er bloavezhioù 1950. Er bloavezhioù 1960 ha 1970, an TSD a oa bet o kemer lec'h an holl dankoù all, ne chome nemet un nebeud doareoù tankoù all met arbennikaet ha skañvoc'h, ha karbedoù stourm hobregonet ha na oant ket tankoù.

An tankoù stourm diazez zo deuet da vezañ kreiz a-fet an armeoù a-vremañ. Un TSD a c'hell bezañ implijet e-unan, met dre ret e vez ambrouget gant troadeien, ar re-se a c'hell ambrougañ an tankoù e karbedoù dezougen hobregonet troadegiezh. Alies e vez gwarezet an tankoù TSD ivez gant karbedoù-nij evezhiañ pe gant karbedoù-nij tagañ douar. A-fet pouez ez eo disheñvel an tankoù stourm diazez a vro da vro. Brasoc'h evit reoù Rusia ha Sina eo pouez keitat an TSD kornôgel.

Tres un tank M1 Abrams stadunanat
  1. Periskop
  2. Maskl touribell
  3. Arm Kengreiz
  4. Bore evacuator
  5. Kanol diazez
  6. Gweledel ar blenier
  7. Toull ar blenier
  8. Plakenn Glacis
  9. biskoulenn
  10. Bolodoù mindrailherez
  11. Mindrailherez ar c'homandant
  12. Toull pe koupolenn
  13. Touribell kanol
  14. Organell touribell
  15. Stern
  16. Degemer aer
  17. Kombod ar c'heflusker
  18. Brozh kostez
  19. Rodig dantek
  20. Liamm
  21. Rod henchañ