Tao Yuanming (e sinaeg 陶淵明, en EFEO T'ao Yuan-ming), pe Tao Qian (e sinaeg 陶潛, en EFEO Tao Ts'ien), bet ganet e 365, aet da Anaon e 427, oa ur skrivagner sinaat.
Tao Yuanming a zo gwelet evel unan eus ar brasañ skrivagnerien bet awenet gant an [[taoegezh[daoegezh]]. Kanañ a ra en e varzhonegoù ar repu war ar maez hag ar gwin. Unan eus e destennoù brudetañ a zo Mammenn ar bleuñv-pechez (桃花源), a daolenn ur gêriadenn o vevañ pell diouzh ar bed en un draonienn kuzhet. Skrivet en deus ivez Kan an distro (Guiqulai xi ci)ma komz a-zivout e zistro d'ar gêr, war ar maez, goude bezañ kuitaet e vicher a gargad.
Bevet en deus en ur mare ma oa rannet Sina. Tiernac'h Jin (265-420)a oa deuet a-benn da unvaniñ Sina e-pad un amzer. Met staliet oa "barbared" en Norzh abaoe penn kentañ ar IVe kantved. D'ar mare-se eo bet ganet Tao Yuanming. Bev oa pa steuzias tiernac'h, e 420, evit lezel plas d'an diernac'h Song ar Su (420-479). Dilezel a reer ar gonfusianegezh evit an daoegezh e-keit ma kresk levezon ar voudaegezh. Menec'h evel Huiyuan (334-416), kempredad da dTao Yuanming, en em ouestl da dreiñ testenn boudaek[1].
Ganet oa bet en un tiegezh a dud desket, kargidi anezho. E dad-you-gozh a oa bet kargad uhel, e dad-kozh eus tu e vamm a oa bet jeneral hag a dad-kozh eus tu e dad hag e dad e-unan a oa gouarnourien lec'hel. Ne oa ket an tiegezh e-touez uhelidi c'halloudusañ ar mare koulskoude. Abalamour da se n'eo ket bet skedus e respet. N'eo bet nemet ur c'hargad izel a-walc'h hag a-vare da vare. Kregiñ a ra diwezhat e 393 war ur post izel e prefeti Jiangzhou (bremañ Jiujiang). E 400 emañ war ur post skoazeller (canjun) e-kichen Huan Xuan, ur jeneral a zigargas an impalaer Jin Andi e 404. Labourat a res en-dro urwech bet douget kañv d'e vamm e 404-405, e servij Liu Yu, a grouas goude tiernac'h Song ar Su. E bost diwezhañ a voe prefed Pengze e-pad dek devezh ha pevar-ugent e 406. Kuitaat a reas neuze ar vicher a gargad da vat. Bevañ reas da gentañ en e di mat deviñ a reas hennezh ha mont a reas Tao d'e gêriadenn c'henidik. Ne oa ket e vuhez war a rmaez hini un penitiour rak daremprediñ a rae kalz tud ha plijout a rae dezhañ evañ ganto. Brudet oa e garantez evit ar gwin.Skrivet en deus un heuliad a ugent barzhoneg diwar-benn an evaj-se zoken. Labourat a rae e zouaroù ha gouzañv a reas dienez ha naon.[1],[2].
Dalc'hiad an daoegezh oa ha dedennet e voe gant ar voudaegezh e chan. Bez 'z eus ur vojenn a -zivout an dra-se hag a gont emgav ar manac'h Huiyuan, Tao Yuanming ha Lu Xiujing[3]. Kavet eo bet e stumm ur gontadenn bobl zoken.
Gwelet a reer e destenn e komz plaen Mammenn ar bleuñv-pechez (Tao yuan ji) evel un utopienn anarkour : en ur gêriadenn troc'het diouzh ar bed e vev an dud hep hierarkiezh na lezenn.[3].
Chom a ran ur c'hant tregont barzhoneg bennak gant Tao Yuanming. Kavout a reer enno e garantez evit ar vuhez war ar maez. Klotañ a ra eeunded an doare bevañ-se gant eeuned e stil[4].
Sevelareas Tao Yuanming un emvuhezadur berr m'en ro al lesanv « Pemp Halegenn » abalamour d'ar pemp gwezenn oa e-tal e di. Eizh vloaz warn ugent oa pa skrivas an destenn-se, estaoladur un uhelvennad eo muioc'h eget un danevell vuhez eta[5].
Mammenn ar bleuñv-pechez troet gant Yann Varc'h Thorel ; Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh) pp 51–53 ; ABER embanner, 2015 ISBN 978-2-916845-30-2