Tapatío zo ur ger eus spagnoleg Mec'hiko hag a vez roet d'un den pe d'un dra eus kêr Guadalajara, eil brasañ kêr Mec'hiko, e stad Jalisco .
Ur ger a orin Nahuatlek eo, deuet eus ar ger tapatiotl, anv ur moneiz rakkolombian e tolead Guadalajara .
An anv a gaver en dañs Jarabe Tapatío, sonet gant sonerien mariachi, ar sonerezh deuet eus c'hornad ivez.