Tarasaigh (distaget [ˈt̪ʰaɾas̪aj] e gouezeleg ; Taransay e saozneg) zo un enezenn vihan eus Bro-Skos, unan eus an Inizi Gall Pellañ. Emañ er gornaoueg da enez Na Hearadh.
En em astenn a ra war 14,8 km². Beinn Ra eo anv ar grec'henn uhelañ, a dizh 267 metr a-us live ar mor. Tudet e oa Tarasaigh betek 1974. Bremañ e vez tud o chom war an enezenn e-pad ar vakañsoù hañv hepken. An hini vrasañ eus inizi didud Bro-Skos eo.