Taurus Raging Bull | |
---|---|
Ur revolver Taurus Raging Bull kambret e .44 Magnum | |
Kinnig | |
Bro orin | ![]() |
Doare | Revolver |
Munisionoù | Eus an .218 Bee d'ar .500 S&W Magnum |
Saver | Taurus Armas S.A. |
Bloavezh krouidigezh | 1997 |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez | 0,800 kg - 2,200 kg hervez an adstumm |
Hirder | 254 mm - 419 mm hervez an adstumm |
Hirder ar c'hanol | 50,8 mm - 254 mm hervez an adstumm |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver un ober / daou ober (SA/DA) |
Dalc'h | Taboulin 5, 6, 7 pe 8 tenn hervez an adstumm |
Adstummoù | Gwelet an destenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An Taurus Raging Bull a zo ur rummad revolverioù daou-ober produet adalek 1997 gant an embregerezh brazilian Taurus Armas. Soñjet eo bet evel un arm sikour evit ar chaseerien a-drugarez d'ar c'halibroù kinniget, dezhe ur galloud-herzel uhel. Brudet eo evit bezañ unan eus an armoù-dorn a c'hell tennañ munisionoù uhel o c'halibr (betek 12,7 mm evit an adstumm Raging Bull 500). Implijet eo bet e kalz filmoù ha c'hoarioù video abalamour d'e skeudenn galloudus ha kreñv.
Lezet en deus e blas tamm-ha-tamm d'ar revolverioù Raging Hunter war gatalog ar merk.[1]