Tcheka

An Tcheka (en ruseg : ЧК, API : /tɕɪ.ˈka/) eo anv ar polis politikel savet e Kerzu 1917 dindan Felix Dzerjinski da enebiñ ouzh enebourien renad nevez bolcheviked Rusia hag he zrevadennoù. En C'hwevrer 1922 e voe adanvet « Gepeou », hag en 1934 e voe enteuzet en NKVD.

D'an 9 a viz Here 1917 e tegouezhas Lenin, dre laer, da Betrograd. Votet e voe ar raktres emsavadeg gant ar Poellgor kreiz ha savet ur burev politikel da gas ar raktres da benn : d'ar 27 a viz Here e rank bezañ an emsavadeg. Kemeret ar galloud gant Lenin ha lamet frankiz ar c'helaouennoù. Goude e krogas ar sponterezh.

Adal 1901 en devoa lavaret Lenin: « n'hon eus ket dilezet ar sponterezh ha n'hallimp ket e zilezel », pe c'hoazh : « Ouzh un den e c'houlennomp, pelec'h en em lakit e-keñver mennozh an dispac'h ? A du pe a enep ? Ma vez a enep e vez laket ouzh ur voger ».


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • George Leggett, The Cheka. Lenin's Political Police, Oxford, 1981.
  • César Vidal, Checas de Madrid: Las cárceles republicanas al descubierto, Best Seller. ISBN 978-84-9793-168-7.