Darjeeling | |
---|---|
Doare | Du |
Anvioù arall | Champagne an Teoù |
Orin | Darjeeling, India |
Livadur | Blazet ha spiset. |
Unan eus an teoù du prizetañ eo an Darjeeling, dreist-holl er Rouantelezh-Unanet hag e broioù ar C'hommonwealth. Pa vez prientet en un doare reizh e ro un te skañv ha melen-gell gant ur blaz bleuñvek ha spiset.
An droukdrevezañ a zo ur gudenn vras e kenwerzh te Darjeeling : en tu-hont da 40 000 tonennad te Darjeeling a vez gwerzhet bep bloaz tra ma ned a ket an eost dreist da 11 000 tonennad. Evit stourm a-enep an dra-se en deus savet an Tea Board of India testenioù a orin.
Diforc'hañ a reer tri stumm a de Darjeeling hervez poent an eost :