Tegid Foel eo pried Ceridwen, ur wrac'h o chom gantañ war lez Llyn Tegid e-kichen Y Bala e Meirionnydd, hervez mojennoù kozh Kembre.
Dont a ra an anv-den Tegid eus an anv latin Tacitus, ha marteze eo un den eus an Istor zo deuet da vezañ tudenn mojenn.
Liammet eo Llyn Tegid ouzh istor ur gêr a voe beuzet[1].
E rann gentañ ar skrid Hanes Taliesin ez eus kaoz eus o daou vugel, Morfran hag a oa divalav-mezh ha Creirwy, ur verc'h kaer evel an heol.