Tekla (Θήκλα/Thekla e gregach) zo ur santez eus ar Iañ kantved. He zud a oa paganed pinvidik e kêr Iconium, a zo Konya e Turki hiziv.
Anv ebet anezhi en Testamant Nevez. Hervez Oberoù Paol ha Tekla avat, savet en Eil kantved, e oa ur werc'hez yaouank anezhi, diskiblez da Paol Tars. Edo an abostol o kelenn ar feiz kristen en un ti a-gichen, ha Tekla o selaou, kuzhet a-drek ur prenestr. A-benn tri deiz e roas kred da brezeg Paol diwar-benn ar werc'hded hag e c'hoantaas dont da vout kristenez. Ma savas droug en he mamm hag e danvez he fried, Thamyris, a yeas d'he diskuliañ da gouarnour ar vro. Tec'hel a eure Paol, ha kondaonet e voe Tekla da vout laosket en bev. Arnev a voe, ha saveteet ar plac'h. Mont a eure da gaout Paol ha beajiñ gantañ betek Pisidia, ha gouzañv a eure poanioù all.
Eno, un den a renk uhel anvet Aleksandr, a c'hoantaas kousket ganti dre heg. Stourm outañ a eure Tekla, skeiñ gantañ, ma voe barnet ar plac'h abalamour da se. Kondaonet e voe da vout debret gant loened ferv, met ur burzhud a voe, hag ar parezed a zifennad anezhi diouzh dent ar pared.
N'eus skrid all ebet koshoc'h diwar he fenn.
Bevañ a eure e Seleukia ma he doa savet ur peniti ha ma vevas betek he 80 vloaz;eno eo e vije bet beziet.
Er c'hornôg e voe brudet adalek ar IVvet kantved. Lidet e vez d'an 23 a viz Gwengolo gant ar Gatoliked ha d'ar 24 a viz Gwengolo en iliz reizhkredennek. Pedet e vez evit an dud seizet hag ar vugale ha n'eont ket o-unan c'hoazh.
Abalamour da Oberoù Paol ha Tekla a voe anavezet mat e Reter an impalaeriezh roman war a seblant eo e voe brudet ar santez hag enoret abred. Gwelet e veze evel ar verzherez kentañ hag ur santez par d'an ebestel zoken. Kement-se a c'hallfe prouiñ ez eus un diazez istorel d'ar vojenn.
En Efesa e weler anezhi e kev, pe kav, sant Paol, e murlivadurioù eus ar IVvet pe VIvet kantved int.
Ur manati reizhkredennek Santez-Tekla, Deir Mar Takla, evit ar merc'hed, zo e Maalula en Siria, savet e-kichen bez ar santez en ur c'hev. Di ez eer dre ur skalier e tor ar menez, pirc'hirinet e vez hag ur feunteun santel zo. Hervez ar vojenn e vije bet digoret ar menez da wareziñ Tekla diouzh he heskinerien.
Hervez ur vojenn e vije aet Tekla war vor (evel kalz a sent all en he goude) da dec'hel rak an heskinerien.
Degouezhet e Galia, treuzet ar Cévennes ganti ha kavet ul lec'h da chom er menezioù. Marvet e vije e Saint-Bonnet-de-Chirac, en Gévaudan ha beziet e-tal ar feunteun a zo bet lakaet en hec'h anv[1].
Setu marteze perak eo ken enoret er c'hreisteiz d'ar Menezioù Kreiz gall :
E Mezheven 2009, ouzh ur voger eus ar c'h-Catacomba di Santa Tecla e voe kavet gant hendraourien ar Vatikan ur poltred en ur murlivadur a gredont a zo koshañ skeudenn eus Paol Tars, graet er IVvet kantved [2].
Dre fent e vez lavaret eo Santez Tekla eo paeronez ar genrouedad, abalamour ma vez lavaret tecla eus touchenn an urzhiataer.
Enoret eo Tekla e Katalonia, en iliz-veur Santez Tekla e Tarragona. Ur straed zo en hec'h anv e Sitges ivez.
Santa Tecla eo santez Tarragona. Deiz gouel ar Santez (Festes de Santa Tecla) eo deiz ar gouel brasañ e kêr