Teodora, pe Theodora, Θεοδώρα e gresianeg, zo un anv-badez gresianek, stumm gwregel Teodoros, hag a gaver ivez e saozneg hag e meur a yezh all.
Savet eo diwar theos, doue, ha doron, prof. Talvezout a ra kement ha « prof digant Doue ». Un anv teoforek eo, evel an holl anvioù savet diwar ar wrizienn theos, evel Théophile, Théophraste, Théodule.
Diwar ar wrizienn doron ec'h anavezer Doris, Apollodoros.
Evit ar baotred: Théodore.
Un anv stank eo e Serbia abaoe ar Grennamzer.
Meur a impalaerez e Bizantion a oa en anv-se:
Maouezed a ouenn uhel e Roma an VIIIvet kantved :