The Battle of Sealand eo anv pladenn vras kentañ ar strollad shoegaze stadunanat Airiel. Deuet e oa a-zindan ar wask e miz Eost 2007, embannet gant Highwheel Records. Eus anv Priñselezh Sealand e teu anv ar bladenn.
War al lec'hienn Sealand News e lenner ez eo bet lakaet holl izili ar strollad da Lords of Sealand ("Aotrouien Sealand") evit o zrugarekaat da vezañ implijet an anv Sealand [1].
D'an 30 a viz Gwengolo 2007 e voe kemennet e sonfe ar strollad e Sealand, hag ar sonadeg a oa da vezañ skignet dre Internet [2],[3]. A-benn ar fin n'eus ket bet eus an abadenn.