The Bells of Rhymney zo ur ganaouenn saoznek savet diwar ur varzhoneg gant Idris Davies, embannet en e zastumad Gwalia Deserta, diwar-benn kleier e gêriadenn, Rhymni, e kreisteiz Kembre, ha c'hwitadenn Harz-labour bras 1926 hag an Enkadenn Veur e Breizh-Veur ha Kembre [1],war batrom ar rimadell saoznek "Oranges and Lemons".
Savet eo bet an ton gant Pete Seeger e dibenn ar bloavezhioù 1950, ma teuas da vout ur ganaouenn brudet e bed ar sonerien folk rock. Kanet e veze gant The Byrds e 1965, ha goude gant ur bern tud, en o zouez Jimmy Page, Judy Collins, Dick Gaughan, Cher, Robyn Hitchcock, John Denver, Oysterband, Robin Williamson ha The Alarm. Kanet eo bet ivez gant Bob Dylan e kanadegoù.
En ur sonadeg e Londrez war-dro ar bloaz 2000, e tisklerias ar c'haner Roger McGuinn, bet o kanañ gant The Byrds, en doa fallzistaget an anv "Rhymney" e-pad 40 vloaz, pa lavare 'Rhimney' atav.