Tachenn obererezhioù | video game industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | 2005 |
Anv ofisiel | The Farm 51 Group S.A. |
Stad | Polonia |
Furm lezennel | spółka akcyjna |
Sez sokial | Gliwice |
Eskemmdi | Warsaw Stock Exchange/ Equities/New Connect-MTF |
Produ | meziant |
Postel | mailto:info@thefarm51.com |
Lec'hienn ofisiel | http://www.thefarm51.com/ |
The Farm 51 zo ur studio c'hoarioù video polonat savet e 2005 gant Wojciech Pazdur ha Kamil Bilczyński. An daou zen o devoa labouret a-raok war an heuliad c'hoarioù video Painkiller er studio People Can Fly. Ouzhpenn-se e kaver Robert Siejka, penn prezidant 3D Magazine.
Da zigentañ e oa ar studio The Farm 51 un is-studio o labourat evit kevradoù resis goulennet gant studioioù all c'hoari video. Ur wech deuet a-benn da gaout un diazez solud a perc'hennioù speredel e voe savet ar studio 1C Company a-ziwar o c'hoari NecroVisioN eus 2009 hag an eil c'hoari er memes bed anvet NecroVisioN: Lost Company.
Gooude-se e oant bet o labourat war c'hoari City Interactive anvet Alien Fear, et abaoe n'int ket mui liammet gant ar steuñv. Embannet o deus ar c'hoari Deadfall Adventures, d'ar 15 a viz Du 2013. Savet o deus ar c'hoari, Get Even embannet gant Bandai Namco Entertainment d'an 23 a viz Even 2017 war Windows, PlayStation 4 hag Xbox One.
E 2018 e vo embannet ar c'hoari liesc'hoarier fps World War 3.
Bloavezh | Titl | Savenn(où) | ||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
NDS | PS3 | Win | X360 | Lin | XOne | PS4 | ||
2007 | Time Ace | |||||||
2009 | NecroVisioN | |||||||
2010 | NecroVisioN: Lost Company | |||||||
2012 | Painkiller: Hell & Damnation | |||||||
2013 | Deadfall Adventures | |||||||
2017 | Get Even | |||||||
2018 | World War 3 |